Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. (gant ur v.) Termen a dalvez kement ha hi hepken. He-unan e oa chomet er gêr. 2. (gant un ak., ur rag., un ar. displ.) Termen a dalvez da bouezañ war merk an trede gour unan benel. Ranket he deus gwerzhañ he zi he-unan. He re he-unan int. Hi he-unan he deus kontet an dra-se din. Diganti he-unan em eus klevet ar c'heloù-se. 3. Trl. Ur plac'h eviti he-unan : ur plac'h emgar, a vir an traoù eviti. & Ur plac'h ganti he-unan : ur plac'h diseblant ouzh ar re all.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

orrupl ez plij ar wreg-hont dezhi he-unan

1732
Référence : GReg pg (s')aimer

he-unan

1850
Référence : GON.II pg e-unan, hé-unan

dezhi he-unan en root

1850
Référence : GON.II pg e-unan, hé-unan

Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod rag-enep o sevel. Rankout voe d'al labous klask bod ouzh ur wezenn, he-unan er vro-se, outi dibaot delienn.

1867
Référence : MGK p19

Bep mintin ha bep noz ez ea Klaodina he-unan, pe Job a-wechoù, mes james den all ebet, da gas dezhañ e damm bara pe e vanne soubenn.

1877
Référence : EKG.I. p.49

Me a garfe ka[out]t ur re votoù neve[z]. Evel-se a lâre enni hec’h-unan, Maria Gwazioù deus Lannuon. E-lec’h mont da brenañ, e ti ur bot[a]ouer, e kavas [a]ezetoc’h ha gwelloc’h marc’had, emichañs, trokañ he re gozh ouzh re neve[z] an intañvez Damany, hep gouzout da houmañ.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Adaqi merc’h ouiziek ar gwezegoù, he doa o c’helennet war gement a ouie hec’h-unan.

1923
Référence : SKET p.39

A-benn ur pennad ec’h eveshaas na rae he c’hoarezed, war-bouez poaniañ, hag i roeñverezed ampart hag o roeñvat reizh, nemet kas en enep d’an tu ma strivent hag en enep dezhi hec’h-unan.

1923
Référence : SKET p.108

Hag an deiz war-lerc’h e teuas he-unan betek ti Izabel.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1092 (Here 1924).

— Ma ! emezi dezhi he-unan goude un nozvezh a drubuilh, ma n’am bez ket Erwanig, gwell eo ganen ar marc’heg eget ur maltoutier.

1925
Référence : BILZ2 p.154

Erru an abardaez. Izabel er gêr inouet he-unan a chale, nec’het. — Pelec’h eo chomet ar vugale ?… Petra a zo c’hoarvezet gante ?

1925
Référence : BILZ2 p.120

Plas an Hellegoad a voe roet neuze d'he breur Fañch, he c'hoar Soaz a zimezas gant Yann Fergog, eus ar Roc'h Kamanner ; kemer a reas he mamm ganti, hag Anna, chomet hec'h-unan, a vennas mont en ur gouent.

1944
Référence : EURW.1 p14

Ar voereb a zo skuizh-kenañ he fenn, ha ne fell ket dezhi bezañ direnket gant den. C’hoant he deus da chom hec’h-unan, hec’h-unan.

1944
Référence : ATST p.39

Adsevel pobl Vreizh a dalv evidomp diskar ar gapitalouriezh ha sevel en hor bro ha gant pobloù all ar bed ar sokialouriezh a roio an tu da bep hini da vout mestr war e vuhez ha da bep pobl d'en em ren hec'h-unan.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.5

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux