I.
Doar./Stn.
1. A ro da hirvoudiñ.
Dre e varv hirvoudus.
2. Klemmus.
Ur vouezh hirvoudus.
[1954] Mar bije dichañset dimp tremen dre amañ, n’eo ket war-greiz an deiz, met un nozvezh diloar, un damskeud hon divije bet marteze eus tasmant treluc’hek e dad muntret, o vont hag o tont evel un ene hirvoudus war lein ar mogerioù-difenn war-nes kouzhañ en o foull.
3. Dre ast.
Enoeüs.
Hirvoudus eo gortoz. Hirvoudus e oa diwall ar re-se.
4. Dre skeud.
Gorrek ha hir.
Ar wagenn hirvoudus o riklañ war an traezh.
II.
Adv.
En ur reiñ hirvoudoù da glevet.
Ar paour kaezh keuneutaer a glemme hirvoudus.
Référence :
GReg
pg compassion, gemir (Ce qui merite d'être gemi.)
hirvoudusoc'h
1732
Référence :
GReg
pg compassion
hirvoudusat
hirvoudusâ
1732
Référence :
GReg
pg compassion
en ur feson hirvoudus, gouelvanus
èn ur faeçzoun hirvoudus, goëlvanus
1732
Référence :
GReg
pg deplorablement
gwerzoù trist, hag hirvoudus
guërsou trist, hac hirvoudus
1732
Référence :
GReg
pg élegie (pièce de poësie)
hirvoudusoc'h
hirvoudusoh
1732
Référence :
GReg
pg gemir (Ce qui merite d'être gemi.)
hirvoudus
1732
Référence :
GReg
pg (qui est digne de) compassion, deplorable, gemir (Ce qui merite d'être gemi.)
Gwall hirvoudus eo ar ganaouenn-se.
Gwall hirvouduz eo ar ganaouen-zé.
1850
Référence :
GON.II
pg hirvouduz (cette chanson est fort lamentable).
hirvoudus
hirvouduz
1850
Référence :
GON.II
pg hirvouduz (gémissant, qui gémit, qui se lamente. lamentable).
Ur paourkaezh keuneutaer goloet-holl a vrankoù, / Dindan e vec'h keuneud hag e samm bloavezhioù / Krommet betek an douar, a glemme hirvoudus / O vont, a-zoug e gamm, d'e di-soul mogedus.
Eur paour keaz keuneutaer goloet holl a vrankou, / Dindan he veac'h keuneud hag he zamm bloavesiou / Kroummet beteg ann douar, a glemme hirvouduz / O vont, a zoug he gamm, d'he di-soul mogeduz.
1867
Référence :
MGK
p67
Ho komzoù, Yann, a zo ken hirvoudus ha klemmoù an anaon.
Ho komzou, Iann, a zo ken hirvouduz ha klemmou an anaoun.
1877
Référence :
EKG.I.
p.79
Mar bije dichañset dimp tremen dre amañ, n’eo ket war-greiz an deiz, met un nozvezh diloar, un damskeud hon divije bet marteze eus tasmant treluc’hek e dad muntret, o vont hag o tont evel un ene hirvoudus war lein ar mogerioù-difenn war-nes kouzhañ en o foull.
Mar bije dichañset dimp tremen dre amañ, n’eo ket war greiz an deiz, met un nozvezh diloar, un damskeud hon divije bet marteze eus tasmant treluc’hek e dad muntret, o vont hag o tont evel un ene hirvoudus war lein ar mogerioù-difenn war-nes kouzhañ en o foull.