Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. A ro da hirvoudiñ. Dre e varv hirvoudus. 2. Klemmus. Ur vouezh hirvoudus. 3. Dre ast. Enoeüs. Hirvoudus eo gortoz. Hirvoudus e oa diwall ar re-se. 4. Dre skeud. Gorrek ha hir. Ar wagenn hirvoudus o riklañ war an traezh. II. Adv. En ur reiñ hirvoudoù da glevet. Ar paour kaezh keuneutaer a glemme hirvoudus.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

hirvoudus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hirvoudus

hirvoudusañ

1732
Daveenn : GReg pg compassion, gemir (Ce qui merite d'être gemi.)

hirvoudusat

1732
Daveenn : GReg pg compassion

en ur feson hirvoudus, gouelvanus

1732
Daveenn : GReg pg deplorablement

gwerzoù trist, hag hirvoudus

1732
Daveenn : GReg pg élegie (pièce de poësie)

hirvoudusoc'h

1732
Daveenn : GReg pg gemir (Ce qui merite d'être gemi.)

hirvoudus

1732
Daveenn : GReg pg (qui est digne de) compassion, deplorable, gemir (Ce qui merite d'être gemi.)

hirvoudusoc'h

1732
Daveenn : GReg pg compassion

gwall hirvoudus eo ar ganaouenn-se

1850
Daveenn : GON.II pg hirvouduz

hirvoudus

1850
Daveenn : GON.II pg hirvouduz

Ur paourkaezh keuneutaer goloet-holl a vrankoù, / Dindan e vec'h keuneud hag e samm bloavezhioù / Krommet betek an douar, a glemme hirvoudus / O vont, a-zoug e gamm, d'e di-soul mogedus.

1867
Daveenn : MGK p67

Ho komzoù, Yann, a zo ken hirvoudus ha klemmoù an anaon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.79

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial