Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. Doar./Stn. 1. Lous-kenañ. Hudur eo c'hwezhañ e fri gant e vizied. Hudur e oa e zilhad. Ul loen hudur. & Trl. kv. Bezañ ken hudur hag ar seizh pec'hed : bezañ lous-kenañ. 2. Trl. (db. ar glañvourien) Bezañ hudur da welet : bezañ truezus da welet. 3. Dre skeud. (db. an amzer) Fall-kenañ. Hudur eo an amzer. 4. Anoazus d'an dereadegezh o vezañ ma tenn d'ar rev en un doare diguzh. Komzoù hudur. C'hwi hoc'h eus graet traoù hudur. Kas ar soñjoù hudur diwar he spered. Ur c'hoant hudur. DHS. gadal. HS. hakr. B. Doar. Trl. (gant skoazell ar verb bezañ dirak un av.) Mezhus. Hudur eo gwelet ar prizioù o vont war-raok. II. G. pouez. Termen estlammiñ a greñva an anv-gwan meneget en e raok er frazenn. Kaer e oa ar fest-noz, hudur ! DHS. euzhus, spontus. III. Impl. da ak. Tra vezhus. Un hudur eo !

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

hudur

1499
Référence : LVBCA p.100 (ordoux)

hudur

1659
Référence : LDJM.1 pg hudur

An antreoù eus ar c'hêrioù a zo ordinal hudur.

1732
Référence : GReg pg entrée (les entrées des villes sont sales.)

hudur

1850
Référence : GON.II pg hudur (sale. malpropre. dégoûtant. au figuré, vilain, sordide, infâme, déshonnête, obscène), loudour, louz

Ken hudur eo hag ur penn-moc'h.

1850
Référence : GON.II pg hudur (il est aussi sale qu'un cochon).

komzoù hudur a zeu bepred eus e c'henoù

1850
Référence : GON.II pg hudur (il ne sort que des paroles obscènes, déshonnêtes de sa bouche).

Piv a zesko d'an touseg, amprevan lous, hudur, / Bevañ hervez ar reizh, evel a ra ar fur, / Ha dibriñ hep kaout aon / Da vervel gant an naon ?

1867
Référence : MGK p.95

Nann, ne oufe den krediñ an traoù diskiant, difeiz, lous hag hudur a reas an dispac’herien dre ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.155

Ar re-se [a] oa an dud o doa c’hoant d’en em ruilh er pec’hedoù hudur ha da heuliañ c’hoantegezhioù fall o c’halon, pe d’en em binvidikaat diwar-goust an ilizoù, ar c’houentoù hag an noblañsoù, en u[l] laerezh o leveoù, pe en ur ober an neuz d’o frenañ en ur baeañ anezho an dekved, da hirañ, eus ar pezh a dalvezent.

1877
Référence : EKG.I. pp.43-44

Va c’here a gave gwelloc’h chom didalvez eget labourat ; gwelloc’h e kave daremprediñ an tavarnioù eget iliz an Aotrou Doue ; muioc’h a blijadur a gave o lavaret hag o kanañ traoù hudur gant kozh kanfarted, eget o klevet meuleudioù an Aotrou Doue ha prezegennoù e berson.

1878
Référence : EKG.II p.148

O diframmañ a rae a-dre an daouarnioù gadal o devoa o skrapet, e harze outo o embregerezh hudur ; neuze o digase en-dro d’an tan hag, o wareziñ anezho gant he c’horf, o difenne a-hed an noz, he gourgleze en he dorn.

1923
Référence : SKET p.114

Faezhet e voe al Luged hudur, a ra anezho an henzanevelloù « pourvezerien-sklaved pouioù ar C’hreisteiz (pagi dexavi) » hag, evit embann skouer, e stagas mibien Vanos ouzh ar groaz an holl wazed eus ar vroad-se a gemerjont da brizonidi.

1923
Référence : SKET p.140

taol hudur

1931
Référence : VALL pg attentat (à la pudeur)

...Peogwir out gouest da hadañ ar vuhez e korf da barez. - Da heul un darempred hudur, Doue ra viro ! - Hudur ?... Un anv gwall-zivalav, « amigo », d'ur briatad trelatus, mar bez.

1949
Référence : SIZH p.57

Evel kelien e vez amañ ur bern tud ouzh hoc'h heuliañ : da lakaat ho potoù da luiañ, d'ho pleniañ, da glask gwerzhañ deoc'h skeudennoù kaer, nemet ha kartennoù-post hudur e ve, da ginnig deoc'h eskemm hoc'h arc'hant : ar Yuzevien vihan, dreist-holl, a zo taer war ar vicher-mañ.

1985
Référence : DGBD p.13

Ur wech, endra ma oa a-dreñv dezhi o vriata anezhi, e huanadas dezhañ e karfe klevet komzoù hudur digantañ.

2023
Référence : DREAM p.37

Lenn a reas ar skribouilhaj war lakenn framm an dorioù, niverennoù pellgomz, disklêriadurioù karantez, skridigoù hudur.

2023
Référence : DREAM p.45

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux