I.
H.b.
1. Traoù (traezoù pe loened) hudur (I A 1).
[1925] Dindan torrod Santez-Rosa, en abri ar C’hador[i]où, e vefomp brav-meurbet evit en em [z]isklabezañ eus an hudurnez-mañ.
2. Loustoni vras.
E hudurnez a chomo warnañ. Hudurnez tout e oa honnezh.
DHS. kramenn.
3. Emzalc'h hudur (I A 4).
Arvezioù evit kuzhat ar gwashañ hudurnez.
4. Relij.
Pleustr diroll ar plijadurioù revel, lakaet da zizereat gant an iliz katolik.
Droug a raje an hudurnez da yec'hed ar c'horf.
&
(gant ur bennlizherenn-dal)
An Hudurnez : unan eus ar seizh pec'hed marvel.
An Hudurnez hag ar Vuanegezh zo pec'hedoù marvel.
HS. hudurniezh.
II.
B. (impl. en e furm lies)
Tra hudur (1).
Gwelet hudurnezoù.