Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. Ober un hunvre. Hep gouzout pe eñ a oa o hunvreal pe n'edo ket. & Trl. Hunvreal uhel : en ur gomz a vouezh uhel. 2. Dre ast. Lezel e soñjoù da vont hep pal resis, hep diazez er gwirvoud. Dav e vez hunvreal un tamm. Hunvreal a ra, azezet dirak ar mor. & Ent krenn. Na chomomp ket da hunvreal. II. V.k.d. 1. HUNVREAL EN UB., UDB. : kaout un hunvre diwar e benn. Hunvreal a ran alies en amzer wechall. E petra e oas o hunvreal ? Hunvreal gant da dad em eus graet. Hunvreal gant beleien a oa seblant kañvoù da gaout. 2. Dre ast. HUNVREAL EN UDB., UB. : soñjal ennañ gant ar c'hoant d'e gaout, d'e dizhout. Hunvreal en ur vuhez gwelloc'h, dastum spi ha nerzh da vont gant hon hent. Ar soudard a oa o hunvreal er peoc'h. III. V.k.e. Ober (udb.) en e faltazi. Hunvreet hoc'h eus an dra-se. IV. (impl. dirak un av. pe dirak un islav.) 1. Ober un hunvre. Hunvreet em eus edon marv. 2. Soñjal (en udb.) gant ar c'hoant d'e gaout. Hunvreet he deus ar yar mont da zozviñ war ar bern foenn.

Exemples historiques : 
21
Masquer la liste des exemples

hunvreal

1499
Référence : LVBCA p100 (songier)

hunvreal

1659
Référence : LDJM.1 pg hûnvreal

hunvreañ

1659
Référence : LDJM.1 pg radoter

hunvreal

1659
Référence : LDJM.1 pg resuer

hunvreet

1659
Référence : LDJM.1 pg resuer

hunvreet hoc'h eus uhel

1850
Référence : GON.II pg huvréa

evreinein

1850
Référence : GON.II pg évreinein (voyez "huvréa"), huvréa

hunvreañ

1850
Référence : GON.II pg évreinein, hunéein, huvré, huñvréa

hunvreal

1850
Référence : GON.II pg huvréa

hunvreet

1850
Référence : GON.II pg huvréa

— Mat [e] livirit, deomp kuit. Ha c’hwi o pije biken kredet en divije gellet skiant un den hunvreal traoù ker sot ? — Birviken james.

1877
Référence : EKG.I. p.180

Na chomomp ket evel-se a-sav da huñvreal, eme ar c’habiten ; baleomp e-dillo.

1878
Référence : EKG.II p.288

An dud a ra a-wechoù traoù ha ne ouzont ket perak e reont anezho. Me a deuas, evel en ur huñvreal, adarre da gaout dor an tour.

1878
Référence : EKG.II p.121

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.

1944
Référence : EURW.1 p6

Kaerañ lec'h da huñvreal...

1944
Référence : EURW.1 p16

Mari a zibikouzas he daoulagad kenkas ["ken kaz"] e vije bet c’hoazh oc’h huñvreal.

1944
Référence : ATST p.52

A ! Lom, c’hwi hoc’h eus huñvreet henozh e teñzorioù, e palezioù leun a aour, a berlez hag a vein prizius, hag, er mintin-mañ, en ur zihunañ hoc’h eus kavet blaz gwall-c’hwerv ["gwallc’hwerv"] gant aer Lanurgad.

1944
Référence : ATST p.74

N’oar ket re vat pe emañ oc’h huñvreal pe emañ e-kerz gwidreoù enebour mab-den.

1949
Référence : SIZH p.38

AR PERSON (evel oc’h huñvreal)

1960
Référence : PETO p27

Ne oa ket marteze ken flamm an oabl hag an hini a veze a-us da Vreizh d'ar mare ma kuitais ar vro, ha tennañ a rae kentoc'h d'ar moug eget d'ar glaz, moarvat ivez e vez un tammig morennet an dremmwel, plijus e oa koulskoude ; hag e-giz ma'm eus c'hoazh amzer vak, em bez tu da ober tro pe dro da ober anaoudegezh gant gwez ha plant a hunvreer enno en hor bro : kafe ha kakao, orañjez ha sitroñs, ananaz ha gwez-bara, hep kontañ re all ha na'm boa ket zoken klevet anv anezho a-barzh neuze : mangez hag avoka, korosol ha papay...

1985
Référence : DGBD p33

Gwelout a rae parkad ec'hon kleuzeureier ar gêr en noz ; ha neuze tres un den o vale buan, ha neuze ur plac'hig o redek eus ti ar mezeg ; ha neuze o c'hejadenn, hag ar Juggernaut kig hag eskern-se o vac'hellañ ar bugel hag o vont kuit hep ober van eus he huchadennoù. Pe c'hoazh e wele ur gambr en un ti cheuc'h, enni e vignon kousket en e c'hourvez, o hunvreal hag o vousc'hoarzhin gant e hunvreoù.

2012
Référence : DJHMH p23

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux