I.
1. Pezh prenn, metal pe blastik, kranennek prl., a reer gantañ evit kenstrollañ pezhioù distag.
An armel-mañ a vank un ibil enni. Un ibil prenn, koad, houarn.
&
Dre fent, pemdez
Un ibil gwer : ur gwrezverker.
&
Trl. skeud.
Sachañ war an ibil berr, war an ibil a-dreñv : ober an nebeutañ ar gwellañ a labour.
Ur poanier eo-eñ, n'eo ket troet da sachañ war an ibil berr.
&
Sachañ war an ibil berr, war an ibil berraat : tremen hep debriñ.
&
Kalfichat un ibil re voan, ober beg d'un ibil re voan : ober ul labour didalvez.
&
Sachañ e ibil : en em zifretañ.
&
Trl. kv.
Reut evel un ibil er bleud : reut-tre.
&
Kavout an ibil da lakaat en toull, kavout ibil da bep toull : bezañ atav gouest da respont.
&
Lakaat e ibil en e blas da ub. : e lakaat da devel dre ur gomz lemm.
&
Trl. kv.
Sonn evel ur bramm* war beg un ibil.
Bezañ ken diaes d'ober ha delc'her ur bramm* war beg un ibil.
&
Na c'houzout gant pe goad* ober ibil.
2. Dre fent, pemdez
Kalc'h.
&
Trl.
Ibil kig, ibil beuz : kalc'h.
3. Dre skeud.
Gar, pav.
Sevel a rae e bevar ibil en aer.
II.
Pemdez (ls. -ien ; db. an dud)
Den lemm a spered, douget da farsal pe da c'hoari troioù-kamm.
Te zo un ibil, avat ! Ar re-se zo ibilien. Un ibil fall, ur gwall ibil : ul lañfre.
&
Ibil treut : den diasur, zo da gaout disfiz anezhañ.
HS. c'hwil, labous.
Référence :
GON.II
pg krôgenna (Accrochez votre habit à la cheville).
ibil
hibil
1850
Référence :
GON.II
pg ébil, hibil, ibil, ébil
ibil
1850
Référence :
GON.II
pg hibil, ibil, ébil
ibilioù
hibiliou
1850
Référence :
GON.II
pg hibil, ibil, ébil
ibilien
hibilien
1850
Référence :
GON.II
pg hibil, ibil, ébil
ibilioù
ibiliou
1931
Référence :
VALL
pg brochette
ibil tenn tan
ibil tenn-tan
1931
Référence :
VALL
pg allumette
ibilien
ibil-tan
1931
Référence :
VALL
pg allumette
ibilioù-tan
ibiliou-tan
1931
Référence :
VALL
pg allumette
ibil
1931
Référence :
VALL
pg brochette
- « Petra eo an ibil-mañ ? », o doa soñjet « Petra 'zeu ur barzh da ober da Vontroulez ? »
- « Petra eo an ibil-mañ ? », o doa soñjet « Petra 'zeu eur barz da ober da Vontroulez ? »
1944
Référence :
EURW.1
p82
Strizh e oa evidon, a-vec’h mar gallen prennañ « ibil » ar bragoù ; poan am boa o tennañ ma alan gant start ma oa ar jiletenn.
Stris e oa evidoun ; a-vec’h mar gallen prenna « ibilh » ar bragou ; poan am boa o tenna ma alan gant start ma oa ar jiletenn.
1944
Référence :
EURW.1
p.102
Yann ar Menn a oa un ibil fentus : treut evel ur c'hi, ruz e benn, difoupet e zaoulagad. Krak ha taer, fin ha filouter war un dro.
Yann ar Menn a oa eun ibil fentus : treut evel eur c'hi, ruz e benn, difoupet e zaoulagad. Krak ha taer, fin ha filouter war eun dro.
1944
Référence :
EURW.1
p.139-140
Un tamm eus ar gorzenn, plantet en douar en un toull graet gant ur[sic] ibil koad, a grog da neveziñ buan, hag an eostad a vez mat da dennañ a-benn bloaz goude, ha dre-se ne vez ket ezhomm da zistrouezhañ pizh an tachennoù ma vez gounezet enno.