intañv
Ne oa ket c’hoazh peurc’hraet kañv ar paour kaezh pa stagas va zad da lonkañ : dre geuz d’e wreg, eme an amezeien. A c’helle bezañ, met a-viskoazh e oa bet an intañv den d’e vanne.
Ac’hanta, pa voe bet lidet hec’h obidoù war an ton bras, goude ma voe bet skuilhet gant pep hini e lod a zaeroù, den ne vane da virout ouzh an intañv d’ober diouzh ma troje en e benn, ha tamm ebet ne oa tuet da blegañ da Soaz Sapeur a blede du-mañ gant ar gegin, hag a rae ivez diouzh ret war-dro an ostaleri hag ar stal.
O vezañ n’he devoa bugel ebet, pa zeuas he zro da vont da anaon – diwar ur c’hofad likur, eme an dud ; - setu ma laoskas gant an intañv, keit ha ma chomje bev, ur pikol ti e Lanuon [Lannuon], div pe deir c’henkiz e Tregastell, douaroù, leve ha madoù all a-vil-vern.
Mots précédents
Mots suivants
intañvded