1. [1499, 1659, 1699, 1732, 1850, 1927, 1944] Riv.
[1699] Kren gant anoued.
[1732] Bavet eo e zaouarn gant an anoued. [1732] Baotet eo e zaouarn gant an anoued.
[1732] Kaout anoued, [1732] bet anoued. [1732] Endevout un anoued bras.
[1850] Anoued am eus.
&
[1732] Dastum anoued, [1850] dont anoued d'ub., [1732] gounit anoued, [1732] serriñ anoued, tapout anoued : kleñvel diwar ur c'horfad riv.
[1732] Dastumet em eus anoued. [1732] Anoued em eus gounezet.[1732] Anoued em eus serret. [1732] Serret em eus anoued.
[1850] Alese eo e teu hoc'h anoued.
[1944] — « Diwall da vont re vuan, pe e terri da c'hoûg... Diwall da dapout anoued war-lerc'h c'hweziñ... Diwall diouzh ar c'hezeg spontik... Diwall da frikañ ar yer... »
&
[1732] Heuliet gant un ag. : riv bras.
[1732] Kaout un anoued terrupl, [1732] bet un anoued terrupl. [1732] Endevout un anoued bras, [1732] bet un anoued bras
&
Fritiñ gant an anoued : gouzañv diwar-goust ar riv.
[1732] Fritiñ gant an anoued, [1732] fritet gant an anoued.
&
Tr.
(db. an dud, al loened)
Klevet (ouzh) an anoued : santout ar yenien en e gorf.
Klevet a ra ar re gozh ouzh an anoued muioc'h eget ar re yaouank.
2. Dre ast
[1732] Yenijenn.
[1732] Anoued a ra.
Ur goañvezh, houmañ a dapas aoned [anoued] war an aod, e-pad ar bezhina : klañv, gwall-glañv, Marc’harid, eizh dez goude, a oa marv.
Eur goanvez, houman a dapas aoned [2] war an ôd, e-pad ar bezina : klanv, gwall-glanv, Marc’harid, eiz de goude, a oa maro.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)
Er goañv e kleuzont toulloù en douar pe e-kreiz an teil hag e c’hourvezont e-barzh d’en em virout diouzh an anoued (2).
Er goanv e kleuzont toullou en douar pe e-kreiz an teil hag e c’hourvezont e-barz d’en em virout diouz an anoued (2).
1924
Référence :
SKET.II
p.66
Mall a oa dezhañ erruout : naon en devoa, anoued ivez.
Mall a oa d’ean erruout : naon an nevoa, anoued ive.
1925
Référence :
BILZ2
p.114
An daou vugel a grene gant an anoued hag an aon.
An daou vugel a grene gant an aoned hag an aon.
1925
Référence :
BILZ2
p.146
anoued
1927
Référence :
Geri.Ern
pg anoued (Froid ressenti)
— « Diwall da vont re vuan, pe e terri da c'hoûg... Diwall da dapout anoued war-lerc'h c'hweziñ... Diwall diouzh ar c'hezeg spontik... Diwall da frikañ ar yer... »
— « Diwall da vont re vuan, pe e terri da c'houg... Diwall da dapout anoued war lerc'h c'houezi... Diwall diouz ar c'hezeg spontik... Diwall da frika ar yer... »
1944
Référence :
EURW.1
p72-73
Note d'étude
An implij eus ar ger-mañ a vez graet e traoñ ar vro dre vras (Kerne izel & Gwened).
Kement-all a vez meneget e geriadur ar Gonideg ivez.