I.
Adv.
1. Dreist-holl.
Glac'haret ez int ispisial abalamour ma'z eo distrujet an deogoù. Difenn ar re zo dindan ma c'harg hag ispisial ar re zisterañ.
HS. pergen, peurgetket.
2. A-ratozh.
Un hent graet ispisial evit ar c'halouperien.
HS. a-fetepañs.
II.
Stn.
1. Dibar.
Donezonoù ispisial en deus bet digantañ. Ur garantez ispisial.
DHS. dispar.
2. (db. an traoù)
Savet a-ratozh evit seveniñ ul labour bnk.
Ur mekanik ispisial evit troc'hañ ed.
HS. arbennik.
Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.
En quentaff poent hep sy, ez quiffy spécial / Comps seder anterin, an fin original : / So hanuet tyr ha mor á gor maru corporal / An fyn man den ne les, en Pales nac en Sal.