I.
Adv.
1. Dreist-holl.
Glac'haret ez int ispisial abalamour ma'z eo distrujet an deogoù. Difenn ar re zo dindan ma c'harg hag ispisial ar re zisterañ.
HS. pergen, peurgetket.
2. A-ratozh.
Un hent graet ispisial evit ar c'halouperien.
HS. a-fetepañs.
II.
Stn.
1. Dibar.
Donezonoù ispisial en deus bet digantañ. Ur garantez ispisial.
DHS. dispar.
2. (db. an traoù)
Savet a-ratozh evit seveniñ ul labour bnk.
Ur mekanik ispisial evit troc'hañ ed.
HS. arbennik.
Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.
En quentaff poent hep sy, ez quiffy spécial / Comps seder anterin, an fin original : / So hanuet tyr ha mor á gor maru corporal / An fyn man den ne les, en Pales nac en Sal.
Daveenn :
GReg
pg (avant toutes) chose(s, sur toutes choses)
a faver spesial
a faver specyal
1732
Daveenn :
GReg
pg concurrence (égalité de droit, de privilege)
O vezañ m' int niverus e Breizh eo [sic] bet ranket sevel tiez ispisial evito.
O veza m' int niverus e Breiz eo [sic] bet ranket sevel tiez ispisial evito.
1943
Daveenn :
TOAA
p3
Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…
Soñj am eus eus hiniennou a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout eur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…
1944
Daveenn :
EURW.1
p.198
N’on ket tuet da ganmeuliñ dreist-muzul keusteurenn Soaz Sapeur, met ar pezh a zo gwir, biskoazh na neblec’h n’am eus tañvaet krampouezh saourusoc’h eget he re ha re he c’hoar, va zintin Mari, kemenerez e Pariz : un dro-vicher ispisial, moarvat, tapet er gêr ganto o-div, kent bezañ dimezet.
N’on ket tuet da ganmeuliñ dreist-muzul keusteurenn Soaz Sapeur, met ar pezh a zo gwir, biskoazh na neblec’h n’am eus tanvaet krampouezh saourusoc’h eget he re ha re he c’hoar, va zintin Mari, kemenerez e Paris : un dro-vicher ispisial, moarvat, tapet er gêr ganto o div, kent bezañ dimezet.
1954
Daveenn :
VAZA
p.75, notenn 2
Hirie e vez savet identelezh psikologel ha sokial ar baotredigoù dre un darempred ispisial gant ar feulster.