I.
(db. an traoù)
1. [1659, 1732, 2015] En e stumm, en e stad reizh, na fazi dezhañ elfenn ebet anezhañ.
[2015] Ur c'horf anterin eo met hep penn.
Ar pennti a oa c'hoazh anterin. Bigi miret anterin gant al lec'hid.
2. Difetis
[1622] Penn-da-benn, en e hed.
[1622] M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'ar Sulioù ha'r Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin.
Mirout anterin e frankiz.
HS. leun.
3. JEDON.
Niver anterin : a dalvez da aroueziñ un niver rik a unanennoù.
1, 2, 3 zo niveroù anterin.
II.
1. (db. ar c'hezeg, an dud)
[1732] Kalloc'h.
[1732] Marc'h anterin.
2. Dre skeud. (db. an dud)
[1732] Pennek, na bleg ket aes d'un diviz ha n'eo bet graet gantañ e-unan.
HS. dibleg.
[1732] Anterin en e ompinion.
3. (db. an dud)
Ampart, prest da labourat.
En e vuhez a berson anterin hag oberiant. D'ar yaouankiz da vezañ anterinoc'h.
III.
KOZH
Adv. pouezañ
[1575, 1622] Tre, un doare klok.
[1575] AN Levr-mañ damani da bep heni rial, A gomz a bevar fin, anterin terminal : Pere da bobl ar bed, zo ordrenet detal : / Gant Doue roue'r bed seder, ha krouer jeneral. [1575] Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.
[1622] M. Livirit gourc'hemennoù Doue. D. 1. En un Doue parfet e kredi, / Hag a veuli hepmuiken. 2. Dre'n anv anezhañ ne doui ket, / Dindan boan pep lec'h a bec'hed. 3. Ar Sulioù hag ar gouelioù din / A observi ker anterin.
AN Levr-mañ damani da bep heni rial, A gomps a bevar fin, anterin terminal : Pere da bobl ar bed, zo ordrenet detal : / Gant Doe roue'r bed seder, ha krouer jeneral
AN Lefr man damany da pep heny rial / A comps a peuar fin, anterin terminal : / Pere da pobl an bet, so ordrenet detal : / Gant Doe roe'n bet seder, ha croéer general.
1575
Référence :
M.
p36
Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.
En quentaff poent hep sy, ez quiffy spécial / Comps seder anterin, an fin original : / So hanuet tyr ha mor á gor maru corporal / An fyn man den ne les, en Pales nac en Sal.
1575
Référence :
M.
p36
M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.
M. Liuirit Gourchemennou an Ilis. / D. 1. Cleuet da-n sulyaou, ha-n Goueliaou din / Offeren sclaer hac anterin. 2. An Goueliaou dit gourc'hemennet, / Sell n-o terry ha mir y net. / 3. Vn guez e-n bloaz, ma na gruez quen, / Confes da fotaou en laouen. / 4. Da pasq quemer Saluer an bet / Hep remors a bech na pechet. / 5. An Daouzec diziou, Vigilou-n sent, / Sell n-o terry ha mir-y quent, / Ha-n Choarais, ma n-en grues quent, / Pan vizy vn bloaz voar n-uguent. / 6. Da guener gand sy ne dibry / Quic, na da Sadorn ne gry muy.
1622
Référence :
Do.
p28 & 30
M. Livirit gourc'hemennoù Doue. D. 1. En un Doue parfet ez kredi, / Hag a veuli hepmuiken. 2. Dre'n hanv anezhañ ne doui ket, / Didan boan pep lec'h a bec'hed. 3. An Suliaoù hag an goueliaoù din / A observi ker anterin.
M. Liuirit gourchemennou Doue. D. 1. En vn Doue parfet ez credy, / Hag a meuly hep muy quen. 2. Dre-n hano ànezaff ne touy quet, / Didan poan pep lech à pechet. 3. An sulyaou hac an gouelyaou din / A obseruy quer anterin.
1622
Référence :
Do.
p26
anterin
1659
Référence :
LDJM.1
pg entier
anterin
1732
Référence :
GReg
pg entier (qui a toutes les parties qu'il doit avoir), entier (qui veut resolument ce qu'il veut)
marc'h anterin
1732
Référence :
GReg
pg cheval (entier)
anterin en e ompinion
anterin èn e ompinion
1732
Référence :
GReg
pg entier (qui veut resolument ce qu'il veut)
Ur c'horf anterin eo met hep penn
2016
Référence :
BARDF
p209
Note d'étude
Implij an termen "anterin" evel adverb-pouezañ a ya diwar-wel goude mare ar c'hrennvrezhoneg. Neuze e c'halle bezañ lakaet a-raok an anv-gwan doareet gantañ : anterin terminal (M., 1575).