M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.
Livirit gourc'hemennoù Doue. En un Doue parfet e kredi, hag a veuli hepmuiken. Dre 'n anv anezhañ ne doui ket, dindan boan pep lec'h a bec'hed. Ar Sulioù hag ar gouelioù din a observi ker anterin. Enor da dad, da vamm, hep bout fell. Dre garantez sikour-i hag e vevi pell. Muntrer ivez ne vezi ket a volontez nag a efed. Luksurius mir na vezi a efed nag a zezir mui. Laerezh, na viret madoù den hep e volontez na gra ken. Nag a-enep den falstesteni, gaou e-lec'h gwir ne liviri. Na zezir eur ar c'hig bizhviken, nemet gant pried hepmuiken. Madoù hentez na souet tamm d'o miret flamm injustamant.
anterin
anterin
marc'h anterin
Ur c'horf anterin eo met hep penn
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
anterinamant