1. Joa vras.
Ar joausted a bado birviken.
Joausted o mestr.
Un abeg a levenez hag a joausted e vo evidout.
(impl. da anv unan)
Trl. N'ober joausted ebet : na gaout plijadur.
Seizh vloaz zo n'o deus graet joausted ebet.
2. Trl. Mont d'ar joausted : mont d'ar Baradoz.
Pedit evit ma ene ma'z ay d'ar joausted.
HS. levenez.
Evurus, sioul, ec’h event o bannac’h gwin-ardant en osteleri ; evurus e c’houzañvent ar joausted a save a-nebeudoù war o spered hag a zispege diwar o c’halon ar moustrer a oa bet darbet dezhañ o mougañ.
Evurus, sioul, ec’h event o bannac’h gwin-ardant en osteleri ; evurus e c’houzanvent ar joaüsted a zave a-nebeudou war o spered hag a zispege diwar o c’halon ar moustrer (1) a oa bet darbet d’ean o mouga.
1925
Référence :
BILZ2
p.113
Hag, evit delc’her dindan eñvor laouenidigezh, joausted o anaoudegezh, o deus graet kompeziñ beg ar run-mañ, ha warni o deus diazezet ar chapel, chapel ar Jaou.
Hag, evit delc’her dindan evor laouenedigez, joaüsted o anaoudegez, o deus grêt kompezi beg ar run-man, ha warni o deus diazeet ar chapel, chapel ar Jaou.