Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. 1. En un doare reizh. Ha te a ray just da vuzulioù ? Pouezañ a ra just ar skoed-mañ. Komz a ra just a bep seurt traoù. & Trl. Kreñvoc'h eget justoc'h : kalz, en tu-hont d'ar pezh zo reizh. Ne zouje ket glebiañ he c'herc'henn kreñvoc'h eget justoc'h. & Lavaret amploc'h eget justoc'h : mont en tu-hont d'ar wirionez en e gomzoù. An dud a lavar ivez amploc'h eget justoc'h. 2. En un doare resis. Tennañ a ra just. Skeiñ just. A-benn eizh deiz just. Mont just : klotañ. 3. End-eeun, dres. Evel-se just en em zalc'has ma mestr warlene. Boulc'het e oa just a-raok ar brezel. 4. Ger a dalvez da verkañ un ere etre daou zarvoud a c'hoarvez an eil diouzhtu goude egile. Just en deus bet goar an evezhier da sailhan er-maez pa grog an tan. Echuet eo ? Ya, just eo : o paouez bezañ echuet eo. HS. a-boan, a-vec'h. II. (e troiennoù) 1. Tr. adv. Just-ha-just : en un doare resis. Roudennet en deus just-ha-just petra zo pec'hed bihan pe pec'hed bras. Degouezhout a rae just-ha-just, evel ma lavare. & Tost-kenañ da, hebiou da. Just-ha-just d'ar skouarn. & Dres, end-eeun. Just-ha-just d'ar mare-se. & Da just : en un doare resis, difazi, hep arvar. N'ouzer ket pegoulz da just. N'ouzon ket, da just, petra eo. & Rannyezh. Just evel : evel. Ne vin ket, just evel paot arall, en arvar a gavout ma zraoù. 2. Tr. stl. isur. Just ma : a-boan ma. Just ma tizhan monet d'an oferenn.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

just

1659
Référence : LDJM.1 pg precisement

daouhanterañ just

1732
Référence : GReg pg diviser (en deux parties égales)

lakaat just an eil en egile

1732
Référence : GReg pg emboeter (enchasser une chose dans une autre)

— Na perak ne rit-hu ket a lizher pa’z eo gwir hoc’h eus c’hoant ho-taou da ober ? — Eno, just, eo emañ ar c’hoari. Penaos ober lizher, pa’z eo gwir ne ouzomp na skrivañ na lenn hini ac’hanomp hon-daou ? — Neuze eo ret klask ur skrivagner.

1877
Référence : EKG.I. p.92

Gortoz a ris daou vloaz a-benn o embann ; d’am 20 vloaz just, ma levr kentañ a zeuas er-maez [sic, er-maez eus] gwaskoù Prud’homme, Sant-Brieg, war an anv « An Hirvoudoù ».

1944
Référence : EURW.1 p.100

An aotrou Milon, ar c'helenner, a oa just o klask gouzout pelec'h edon, rak moarvat en devije, diwar an deiz kentañ a viz genver '37 ur plas labour evidon.

1985
Référence : DGBD p5

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux