I.
(db. an dud)
1. A ra diouzh ar reizh, ar justis.
Just eo an den-hont. C'hwi zo un den just, setu perak en ho istiman.
DHS. eeun, gwirion, leal, reizh.
2. Relij.
A ra pervezh diouzh gourc'hemennoù, reolennoù ar relijion.
Neuze en em zalc'ho an den just en e sav. Ar re just.
II.
1. Zo diouzh ar reizh, ar justis.
Ned eo ket just an dra-se. An afer zo mat ha just. Ur gundu just.
HS. reizh.
2. Resis, difazi.
Re bounner eo ar pouez-mañ, ned eo ket just. An dra-se a ray ur gont just.
HS. pervezh, rik.
3. Zo diouzh ar wirionez, gwir.
Se zo just.
DHS. gwirion.
4. (db. an dilhad)
Strizh, berr.
&
Trl. skeud. (db. ar baotred)
Bezañ re just e votoù : bezañ oazus.
5. Zo re vihan e gementad.
Ar bitailh a vo just er bed all. Mar grajen arc'hant war an oaled, ne vijent ket just ganin.
&
(en e zerez-uhelañ)
Justañ tra a vez e-barzh ur menaj eo an teil hag an arc'hant.
HS. berr, skort.
6. Trl. kv.
Ken just ha fri ar c'hazh : dres, end-eeun.
Lan, ken just ha fri ar c'hazh, en em gavas da vont en devezh-se ivez da Landi.
&
Bezañ ken just ha fri ar c'hazh : bezañ kalz re vihan e gementad.
An traoù a veze ken just ha fri ar c'hazh, treutik-eston ar geusteurenn.