Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) 1. A ra diouzh ar reizh, ar justis. Just eo an den-hont. C'hwi zo un den just, setu perak en ho istiman. DHS. eeun, gwirion, leal, reizh. 2. Relij. A ra pervezh diouzh gourc'hemennoù, reolennoù ar relijion. Neuze en em zalc'ho an den just en e sav. Ar re just. II. 1. Zo diouzh ar reizh, ar justis. Ned eo ket just an dra-se. An afer zo mat ha just. Ur gundu just. HS. reizh. 2. Resis, difazi. Re bounner eo ar pouez-mañ, ned eo ket just. An dra-se a ray ur gont just. HS. pervezh, rik. 3. Zo diouzh ar wirionez, gwir. Se zo just. DHS. gwirion. 4. (db. an dilhad) Strizh, berr. & Trl. skeud. (db. ar baotred) Bezañ re just e votoù : bezañ oazus. 5. Zo re vihan e gementad. Ar bitailh a vo just er bed all. Mar grajen arc'hant war an oaled, ne vijent ket just ganin. & (en e zerez-uhelañ) Justañ tra a vez e-barzh ur menaj eo an teil hag an arc'hant. HS. berr, skort. 6. Trl. kv. Ken just ha fri ar c'hazh : dres, end-eeun. Lan, ken just ha fri ar c'hazh, en em gavas da vont en devezh-se ivez da Landi. & Bezañ ken just ha fri ar c'hazh : bezañ kalz re vihan e gementad. An traoù a veze ken just ha fri ar c'hazh, treutik-eston ar geusteurenn.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

just

1499
Daveenn : LVBCA p105 (iuste, ou droitturier)

just

1659
Daveenn : LDJM.1 pg iuste

natur eo bezañ just

1659
Daveenn : LDJM.1 pg natur (eo beza iust)

e-giz maz eo just ha rezonapl

1732
Daveenn : GReg pg (comme il est) deu (deuément)

pouez just, muzul just; pouez bras, muzul kre

1732
Daveenn : GReg pg dose (juste; dose forte)

an dra-se ne vez ket just

1732
Daveenn : GReg pg (cela seroit) deraisonnable

ne vez na just, na rezon

1732
Daveenn : GReg pg (cela seroit) deraisonnable

just

1732
Daveenn : GReg pg droit (équitable), forme (Qui est dans les formes.)

eeun, just eo an den-hont

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme a l'ame) droite

un den eo evit ar justañ

1732
Daveenn : GReg pg (il est) équitable (tout ce qui se peut)

gwir, just ha rezon eo ober kement-se

1732
Daveenn : GReg pg (il est) équitable (de faire cela)

ma chif justañ

1904
Daveenn : DBFV pg. -an (ma très juste douleur)

Just eo, Job, e vefe ho lodenn brasoc’hik eget va hini, mes pas re vras en holl.

1944
Daveenn : ATST p.121

Setu ma tigouezhis just e-kichen gwele ar « pion », 'lec'h ne c'houlle den ebet mont, 'vel-just.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Job, avat, a soñje en e benn e-unan : « Lom ne oar ket roeñvañ ; va lodenn-me a dlefe eta bezañ brasoc’h eget e hini. Un dra just eo. »

1944
Daveenn : ATST p.100

Ofis publik ar brezhoneg