Plantenn hep klorofil, anezhi un troad, un tog warnañ prl., a gresk buan, el lec'hioù gleb dh., ha zo meur a spesad anezhi, ken debradus, ken kontammus.
N'eo ket gouest da anavezout ar c'hebell-touseg mat diouzh ar re fall.
HS. boued-touseg, foue, tog-touseg.
Référence :
GON.II
pg kabel-dousek (Ce champignon n'est pas bon à manger).
Ne gaver ket a grugelloù bras savet ganto e koadeier ar Gabon, ar re vrasañ, dezho stumm kabelloù-touseg pe duellennoù fornigell gant un tok, ha ne zeuont ket kalz ouzhpenn daou droatad er-maez eus an douar.