Mestr ar soudarded, hag a yoa ur c’habiten, a savas d’ar solier, el lec’h m’oa chomet Paol hag Anna Roue, hag a c’houlennas gant un aer griz : — E pelec’h emañ Paol Inizan, perc’henn Lanzeon ? — Me va-unan eo, eme Baol. — A ! c’hwi eo ? Soudarded, diwallit mat an dorioù ; kavet eo va louarn ganen ; emañ-eñ amañ.
kabiten aocher
kabiten aochour
Evit tec'hout diouzh an Digenvez, e klasken diduamant, nann hepken gant plediñ ouzh ar gazetenn, ouzh ar studi, met ivez gant hentiñ un nebeut kenseurted laouen, evel an daou vreur Ernest ha Francis Mège, o chom e maner Kerserc’ho, ha Francis Silber, mab d’ur c’habiten a vor, a oa bet o zri ma c’hendiskibien e Sant-Charlez.
Bremaik, pa zeuy ar c'habiten / Eus ar c'hure da glask penn, / Galoñso[ù] aour e livitenn / A ray d'ar person koll e benn.
E penn kentañ ar bloaz 1839 e oa distro Bouet Willaumez, bremañ kabiten a lestr, da aodoù ar Gabon ha, d'an 9 a viz c'hwevrer, e rae ur feur-emglev gant ar roue Denis, rener brudetañ ar ouenn mpongwe, hag a oa o chom e tu su ar pleg-mor, un tammig distro eus ar mor-bras a-dreñv "plaenenn" Pongara.
Mots précédents
Mots suivants
kabitenaj