Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
10
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den zo e penn ur strollad soudarded. Gourc'hemennoù ar c'habiten. & Dre heveleb. Den zo e penn ur stroll tud. Ur vandenn laeron en dibabas da gabiten. 2. Den zo mestr e bourzh ur vag. 3. Den zo e penn, a ver. Hor c'habiten. Hennezh eo hor mestr hag hor gwir gabiten.

Skouerioù istorel : 
34
Kuzhat roll ar skouerioù

kabiten

1499
Daveenn : LVBCA p105 (capitaine)

kabitaned

1659
Daveenn : LDJM.1 pg capitaine

kabiten

1659
Daveenn : LDJM.1 pg capitaine

kabiten a fourgadenn

1732
Daveenn : GReg pg fregate (Capitaine de fregate.)

kabitan eus a ur gompagnunezh a gant soudard

1732
Daveenn : GReg pg centenier

kabitaned eus a ur gompagnunezh a gant soudard

1732
Daveenn : GReg pg centenier

kabiten gward an aod

1732
Daveenn : GReg pg garde-côte (Capitaine garde-côte.)

kabitened a fourgadennoù

1732
Daveenn : GReg pg fregate (Capitaine de fregate, p.)

me a ene an dud-hont, ha c'hwi zo ar penn anezho, c'hwi a zo o c'habitan

1732
Daveenn : GReg pg (je connois ces gens là, é vous) en (êtes le chef)

kabitaned gward an aod

1732
Daveenn : GReg pg garde-côte (Capitaine garde-côte, p.)

kabitan

1732
Daveenn : GReg pg capitaine

kabitaned

1732
Daveenn : GReg pg capillaire (plante)

kabiten

1850
Daveenn : GON.II pg kabitan (Chef, capitaine).

demat aotrou ar c'habiten

1874
Daveenn : GBI.II p344

— Lavar ’ta neuze dioc’htu ar pezh ac’h eus da lavaret, rak, gouzout a rez, ni etrezomp kabitened, a gar e ve sentet buan ouzhomp.

1877
Daveenn : EKG.I. p.214-215

An daou zen-se a oa ar c’habiten Jaouen, eus Graeog, hag ar c’habiten Kivoron, eus ar Vourc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.212

— Bezit neuze prest-holl a-benn warc’hoazh da noz, seizh eur hanter. Daou-c’hant den a rankan da gaout : gwelloc’h eo bezañ muioc’h, gant aon… — Tri-c’hant, mar kirit, kabiten !

1877
Daveenn : EKG.I. p.160

— Ne ouien ket e oa ker genaouek, ken diot, ken divergont kabitened ar Republik.

1878
Daveenn : EKG.II p.63

Mestr ar soudarded, hag a yoa ur c’habiten, a savas d’ar solier, el lec’h m’oa chomet Paol hag Anna Roue, hag a c’houlennas gant un aer griz : — E pelec’h emañ Paol Inizan, perc’henn Lanzeon ? — Me va-unan eo, eme Baol. — A ! c’hwi eo ? Soudarded, diwallit mat an dorioù ; kavet eo va louarn ganen ; emañ-eñ amañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.60-61

kabiten

1909
Daveenn : BROU p. 209

Eno e tiski bezañ martolod ; eno, evel ma ’c’h out paotr diskuizh (2), ma teu ar c’habiten da deuler e evezh warnout, e tisko dit an holl skiañchoù a rank goût ar gabitened evit heñchañ o listri war ledander ar morioù bras.

1925
Daveenn : BILZ2 p.178

Mous e bourzh ar Gwennili, gwellañ bag a oa e-barzh ar porzh, hag he c’habiten, brudet ar gwellañ e-touez ar re wellañ eus ar besketaerien hag ar vartoloded !

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

Delit, setu amañ deoc'h ar c'heloù-dre-orjal. Warnañ eo meneget ganin ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h da ober gant penn ho kenstrollad, ar c'habiten Lamgati.

1929
Daveenn : SVBV p7

kabiten evnaer

1931
Daveenn : VALL pg aviateur

kabiten aocher

1931
Daveenn : VALL pg cabotage (capitaine au)

kabiten aochour

1931
Daveenn : VALL pg cabotage (capitaine au)

kabiten nijer

1931
Daveenn : VALL pg aviateur

Evit tec'hout diouzh an Digenvez, e klasken diduamant, nann hepken gant plediñ ouzh ar gazetenn, ouzh ar studi, met ivez gant hentiñ un nebeut kenseurted laouen, evel an daou vreur Ernest ha Francis Mège, o chom e maner Kerserc’ho, ha Francis Silber, mab d’ur c’habiten a vor, a oa bet o zri ma c’hendiskibien e Sant-Charlez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.88

E oad o sevel un arme anvet « Arme Vreizh », en he fenn an Aotrou de Keratry, ha Glaoda a voe lakaet da gabiten war eur gompagnunez savet e kanton Uhelgoad.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

Kouezhet on en 8vet kompagnunezh, kabiten Latour.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Un enor bras a oa dimp kaout da gabiten-kelenner an aotrou Hayo du Tilly, a oa deuet ‘maez ar Skol a Vrezel gant an niverenn I.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Sitoian kabiten, ne welan ket / Piv eo an den zo anezhañ anv. / Eus an noblañsoù amañ den ebet : / Tec'het int holl rak o fri zo tanav, / Gant aon rak ar bobl int nijet da bell / Evel, gant an avel, un dornad pell.

1960
Daveenn : PETO p36

Bremaik, pa zeuy ar c'habiten / Eus ar c'hure da glask penn, / Galoñso[ù] aour e livitenn / A ray d'ar person koll e benn.

1960
Daveenn : PETO p33

E penn kentañ ar bloaz 1839 e oa distro Bouet Willaumez, bremañ kabiten a lestr, da aodoù ar Gabon ha, d'an 9 a viz c'hwevrer, e rae ur feur-emglev gant ar roue Denis, rener brudetañ ar ouenn mpongwe, hag a oa o chom e tu su ar pleg-mor, un tammig distro eus ar mor-bras a-dreñv "plaenenn" Pongara.

1985
Daveenn : DGBD p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial