Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Lakaat (ub.) da vezañ kalonek, kalonekoc'h, da gaout muioc'h a fiziañs er pezh a ra. 2. Startaat. Ar gwir zo un benveg da gadarnaat ar veli. 3. Degas elfennoù a sav a-du gant ar pezh a lavar, a gred ub. Ar pezh a lavarez a gadarna ma soñj. 4. Yezhad. Frazenn, lavarenn gadarnaat : n'eus nac'hadenn ebet enni. & (db. ar verboù) Stumm kadarnaat : doare da zisplegañ ar verboù a dalvez da sevel ul lavarenn n'eus nac'hadenn ebet enni. Ur verb en e stumm kadarnaat. II. V.g. Dont da vezañ kalonek, kalonekoc'h.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

kadarnaat ub. en ur gredenn

1923
Référence : SKET p.160, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Confirmer qlqun dans une croyance".

Neuze e teue Virionia wenn, Virionia gaer, en he sav a-zehou d’ar Roue, da gadarnaat diskleriadur an ene [...].

1923
Référence : SKET p.71

Ha, war-lerc’h houmañ, e teuas meur a hini all a gadarneas c’hoazh ar stal.

1923
Référence : SKET p.101-102

kadarnaat

1923
Référence : SKET p.160, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Renforcer, affermir ; devenir fort, brave, etc."

Kadarnaat un disklêriadur

1923
Référence : SKET p.160, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Confirmer une déclaration".

Ra zeuio Aulerka Vimpis, a wisk war he rodelladoù blev melen tog-brezel arem an Aulerked (4), da stouiñ ouzhin he fenn brezelourez kaer ha her, da ren va dorn, da sklêrijenniñ va spered, da gadarnaat va c’halon !

1923
Référence : SKET p.23

Hag ar pezh am c’hadarna em c’hredenn eo m’o deus lavaret an drouized din e rankas gourvibien Manos ha Bena, da dizout glann mor ar Goularz (pe mor an Hanternoz), ober hent, a-dreuz d’ar c’hoadoù derv, war-du ar c’huzh-heol.

1923
Référence : SKET p.47-48

kadarnaat

1931
Référence : VALL pg affirmer, aguerrir, armer (au fig. rendre fort)

E gomzoù a oa kadarnaet penn-da-benn gant e zremm.

2012
Référence : DJHMH p.60

Kadarnaat a ra e gwirionez diawelad Vlasópoulos a-zivout an devezhioù gwashoc'h c'hoazh.

2015
Référence : EHPEA p21

Ur wech kadarnaet ez eo posupl kas ho raktres da benn hag ur wech ho peus echu gant ar senario hag an dafar, e ranker kregiñ da duta stourmerien a sikouro en obererezh.

2015
Référence : DISENT p86

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux