I.
V.k.e.
1. Lakaat udb. da vezañ kamm.
Kammañ ur wialenn.
2. Trl., dre fent
Kammañ e ilin : sevel e ilin da evañ ur banne.
&
(db. ar vugale dh.)
Kammañ e c'henoù : gwiskañ un neuz ginet, trist war e ziweuz o tiskouez emeur o vont da ouelañ.
&
[1954] Aon am beze zoken rak an urupailhoù-se na baouezent ket da valbouziñ, da skrignal pe da zifronkañ, ha d’ober buhez d’o laoù en ur gammañ o genou gwashoc’h eget marmouzed.
&
Dre skeud.
Kammañ e vizied : laerezh.
3. Dre skeud.
Ober un implij direizh, kaout ur c'hompren direizh eus udb.
Kammet eo bet al lezennoù ganto.
II.
V.g.
1. Bezañ kamm o vale.
Kammañ a ra da vat. E varc'h a gamm.
[1878] An Aotrou de Kervalaneg, o welet ac’hanon o kammañ a lavaras din en ur c’hoarzhin : — Kea atav, Yann Pennorz, e kanol Keraouell e kavi dour. Laka ur pennad da vorzhed e-barzh hag e teuio da zistanañ, ha nebeut goude da bareañ.
[1944] [...] Job a gamme a gleiz ha Lom a gamme a zehou. Mil mizer o doa bale.
2. Trl. (db. an hentoù prl.)
Kammañ ha digammañ : bezañ kamm-digamm e roud.
An hent a gamm hag a zigamm.
Référence :
GON.II
pg kamma (Courber, rendre ou devenir courbe. Boiter. Clocher. Ne pas marcher droit. Part.)
An Aotrou de Kervalaneg, o welet ac’hanon o kammañ a lavaras din en ur c’hoarzhin : — Kea atav, Yann Pennorz, e kanol Keraouell e kavi dour. Laka ur pennad da vorzhed e-barzh hag e teuio da zistanañ, ha nebeut goude da bareañ.
An Aoutrou de Kerbalanek, o velet ac’hanoun o kamma, a lavaraz dign en eur c’hoarzin : — Kea atao, Ian Pennorz, e kanol Keraouell e kavi dour. Laka eur pennad da vorzed ebarz hag e teuio da zistana, ha nebeut goude da barea.
1878
Référence :
EKG.II
p.21
kammañ
kamma
1931
Référence :
VALL
pg boiter
Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a[-]gleiz ha Lom a gamme a[-]zehou. Mil mizer o doa bale.
1944
Référence :
ATST
p.132
Penaos o doa gallet an daou viltañs kammañ bremaik sklerijenn al loar ? An dra-se a zo ur sekred ha n’eo bet gouezet morse gant den.
1944
Référence :
ATST
p.64
Marteze e oa gwir, met kement-se ne vire ket ouzh hor paotr yaouank da gammañ kaer ha da c'houzañv poan spontus.