1. Dilec'hiadenn a-gleiz pe a-zehoù, diwar an hent eeun.
Ar valafenn a ra kammigelloù. Ar marc'h a reas ur gammigell. Kammigelloù an hent.
DHS. korn-tro, kornblegenn.
HS. kammdro, kammbleg, kilbleg, kildro.
2. Dre skeud.
Tro-widre.
Fiziout e kammigelloù.
DHS. tun.
HS. korvigell.
3. Gweadenn.
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e arroudenn dre-douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn dre douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.
1949
Référence :
SIZH
p.48
Svastikaoù, kammigelloù, hen dokarnioù, a bep seurt a zo.