1. Sammad dleet gant un amprester d'ur prester pe degemeret gant ur prester digant un amprester ouzhpenn ar c'hevala prestet diouzh un dregantad resisaet en a-raok hag asantet gant an div gevrenn.
Reiñ, prestañ, amprestañ war gampi. Roet en doa dezhañ ar sammad a c'houlenne war gampi evit pemp dre gant. Ne gemeras ket a gampi dioutañ.
[1954] Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardach all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet-daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs-meurbet.
[1955] En ur ger, n’helle hini ebet en em zisober er mare-se diouzh ur skoed, na zoken diouzh ur gwenneg, panevet da se ’vat, Jezuz, Maria, Kredo ! o divije va harpet a wir galon, ha n'eo ket hepken c'hwec'h-kant lur, met kalz muioc'h o divije roet din war gampi.
2. Pezh a zegas ur c'hevala postet.
Ar c'hampi diouzh ar c'hevala. Lakaet ar c'hampi er c'hevala. Ar c'hampi bloaziek.
Référence :
GON.II.HV
pg kampi (Donner ou prêter de l'argent à intérêt).
Prestañ a ra war gampi.
Présta a ra war gampi.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg presta (il prête à intérêt).
Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardaj all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet-daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs-meurbet.
Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardach all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs meurbet.
1954
Référence :
VAZA
p.73-74
En ur ger, n’helle hini ebet en em zizober er mare-se diouzh ur skoed, na zoken diouzh ur gwenneg, panevet da se ’vat, Jezuz, Maria, Kredo ! o divije va harpet a wir galon, ha n'eo ket hepken c'hwec'h-kant lur, met kalz muioc'h o divije roet din war gampi.
En ur ger, n’helle hini ebet en em zisober er mare-se diouzh ur skoed, na zoken diouzh ur gwenneg, panevet da se ’vat, Jezus, Maria, Kredo ! o divije va harpet a wir galon, ha n'eo ket hepken c'hwec'h kant lur, met kalz muioc'h o divije roet din war gampi.