Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Sammad dleet gant un amprester d'ur prester pe degemeret gant ur prester digant un amprester ouzhpenn ar c'hevala prestet diouzh un dregantad resisaet en a-raok hag asantet gant an div gevrenn. Reiñ, prestañ, amprestañ war gampi. Roet en doa dezhañ ar sammad a c'houlenne war gampi evit pemp dre gant. Ne gemeras ket a gampi dioutañ. [1954] Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardach all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet-daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs-meurbet. [1955] En ur ger, n’helle hini ebet en em zisober er mare-se diouzh ur skoed, na zoken diouzh ur gwenneg, panevet da se ’vat, Jezuz, Maria, Kredo ! o divije va harpet a wir galon, ha n'eo ket hepken c'hwec'h-kant lur, met kalz muioc'h o divije roet din war gampi. 2. Pezh a zegas ur c'hevala postet. Ar c'hampi diouzh ar c'hevala. Lakaet ar c'hampi er c'hevala. Ar c'hampi bloaziek.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

reiñ arc'hant war gampi

1732
Daveenn : GReg pg (donner ou prêter de l') argent (à interêt)

kampi

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kampi (Intérêt, profit qu'on retire de l'argent. Usure).

Reiñ arc'hant war gampi

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kampi (Donner ou prêter de l'argent à intérêt).

Prestañ a ra war gampi.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg presta (il prête à intérêt).

Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardaj all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet-daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs-meurbet.

1954
Daveenn : VAZA p.73-74

En ur ger, n’helle hini ebet en em zizober er mare-se diouzh ur skoed, na zoken diouzh ur gwenneg, panevet da se ’vat, Jezuz, Maria, Kredo ! o divije va harpet a wir galon, ha n'eo ket hepken c'hwec'h-kant lur, met kalz muioc'h o divije roet din war gampi.

1955
Daveenn : VBRU p.9

Ofis publik ar brezhoneg