1. Plac'h zo he micher kannañ an dilhad.
Marvailhoù ar c'hannerezed a blije din hag ivez trouz ar golvizhier.
[1954] Met un devezh beure-mat, o vezañ ma krede dezhi ne oan ket c'hoazh divorfilet, e stagas da zivizout evel-hen gant Mari-Von ar Bras, hor c'hannerez : "Ya, emezi, pa vo galvet ar c'hwil-mañ da berson, neuze 'vat, Mari-Von, ez aio kaol er soubenn, rak evel-just mont a rin gantañ da vatezh".
&
Kannerez-noz : boud mojennel a vez o kannañ liñselioù diouzh an noz hag a vrev izili ar re a asant o skoazellañ.
[1924] Hag ar c’hannerezed-noz ?… Hag ar c’hole brizh ?… Hag ar c’hornandoned ?…
2. (db. an evned)
Termen a ya d'ober anvioù an evned zo er genad Motacilla, anezho evned a vev tost d'an dour, dezho ul lost hir a vez hejet-dihejet ingal ganto.
Kannerez-dour, kannerez louet : ar spesad Motacilla cinerae.
&
Kannerez velen penn glas : an isspesad Motacilla flava flava.
&
Kannerez velen penn louet : an isspesad Motacilla flava cinereocapilla.
&
Kannerez ar vengleuz, kannerez c'hris : ar spesad Motacilla alba.
&
Kannerez ar beleg, kannerez vrizh : an isspesad Motacilla alba yarrellii.
Référence :
GON.II
pg gwennérez, kouézérez, kannérez (blanchisseuse, celle qui blanchit le linge. lavandière. buandière).
kannerezed
kannérezed
1850
Référence :
GON.II
pg kannérez (blanchisseuse, celle qui blanchit le linge. lavandière. buandière. Pl.)
Hag ar c’hannerezed-noz ?… Hag ar c’hole brizh ?… Hag ar c’hornandoned ?…
Hag ar c’hannerezed-noz ?… Hag ar c’hole briz ?… Hag ar c’hornandoned ?…
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.948 (Mae 1924)
Met un devezh beure-mat, o vezañ ma krede dezhi ne oan ket c'hoazh divorfilet, e stagas da zivizout evel-hen gant Mari-Von ar Bras, hor c'hannerez : "Ya, emezi, pa vo galvet ar c'hwil-mañ da berson, neuze 'vat, Mari-Von, ez aio kaol er soubenn, rak evel-just mont a rin gantañ da vatezh".
Met un devezh beure mat, o vezañ ma krede dezhi ne oan ket c'hoazh divorfilet, e stagas da zivizout evel-hen gant Mari-Von ar Braz, hor c'hannerez : "Ya, emezi, pa vo galvet ar c'hwil-mañ da berson, neuze 'vat, Mari-Von, ez aio kaol er soubenn, rak eveljust mont a rin gantañ da vatezh".