Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Plac'h zo he micher kannañ an dilhad. Marvailhoù ar c'hannerezed a blije din hag ivez trouz ar golvizhier. [1954] Met un devezh beure-mat, o vezañ ma krede dezhi ne oan ket c'hoazh divorfilet, e stagas da zivizout evel-hen gant Mari-Von ar Bras, hor c'hannerez : "Ya, emezi, pa vo galvet ar c'hwil-mañ da berson, neuze 'vat, Mari-Von, ez aio kaol er soubenn, rak evel-just mont a rin gantañ da vatezh". & Kannerez-noz : boud mojennel a vez o kannañ liñselioù diouzh an noz hag a vrev izili ar re a asant o skoazellañ. [1924] Hag ar c’hannerezed-noz ?… Hag ar c’hole brizh ?… Hag ar c’hornandoned ?… 2. (db. an evned) Termen a ya d'ober anvioù an evned zo er genad Motacilla, anezho evned a vev tost d'an dour, dezho ul lost hir a vez hejet-dihejet ingal ganto. Kannerez-dour, kannerez louet : ar spesad Motacilla cinerae. & Kannerez velen penn glas : an isspesad Motacilla flava flava. & Kannerez velen penn louet : an isspesad Motacilla flava cinereocapilla. & Kannerez ar vengleuz, kannerez c'hris : ar spesad Motacilla alba. & Kannerez ar beleg, kannerez vrizh : an isspesad Motacilla alba yarrellii.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

barzh-kannerez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg batouer

kannerez

1732
Daveenn : GReg pg blanchisseuse, buandiere (blanchisseuse)

kannerezed

1732
Daveenn : GReg pg blanchisseuse, buandiere (blanchisseuse)

kannerez

1850
Daveenn : GON.II pg gwennérez, kouézérez, kannérez (blanchisseuse, celle qui blanchit le linge. lavandière. buandière).

kannerezed

1850
Daveenn : GON.II pg kannérez (blanchisseuse, celle qui blanchit le linge. lavandière. buandière. Pl.)

Hag ar c’hannerezed-noz ?… Hag ar c’hole brizh ?… Hag ar c’hornandoned ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Met un devezh beure-mat, o vezañ ma krede dezhi ne oan ket c'hoazh divorfilet, e stagas da zivizout evel-hen gant Mari-Von ar Bras, hor c'hannerez : "Ya, emezi, pa vo galvet ar c'hwil-mañ da berson, neuze 'vat, Mari-Von, ez aio kaol er soubenn, rak evel-just mont a rin gantañ da vatezh".

1954
Daveenn : VAZA p.64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial