1. Pezh a gaver, a c'hounezer.
&
Trl.
Kaoud-digaoud, kaoudoù-digaoudoù : berzh-diberzh.
DHS. gounid, koll.
2. Hollad ar madoù, an arc'hant pe ar gwirioù a biaou ub.
&
Kont-kaoud : kont-vank zo enni ur c'hementad arc'hant brasoc'h eget dle e berc'henn.
3. Lodenn eus ul levr kontoù a skriver warnañ ar sammadoù arc'hant da vezañ paeet da berc'henn ar gont zo anv anezhañ.
4. Dre ast.
Sammad arc'hant zo dleet da berc'henn ur gont end-eeun.
Dleoudoù ha kaoudoù.
&
Lizher-kaoud : skrid-testeni roet gant ur c'henwerzher a zle arc'hant d'un arval.