Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh a gaver, a c'hounezer. & Trl. Kaoud-digaoud, kaoudoù-digaoudoù : berzh-diberzh. DHS. gounid, koll. 2. Hollad ar madoù, an arc'hant pe ar gwirioù a biaou ub. & Kont-kaoud : kont-vank zo enni ur c'hementad arc'hant brasoc'h eget dle e berc'henn. 3. Lodenn eus ul levr kontoù a skriver warnañ ar sammadoù arc'hant da vezañ paeet da berc'henn ar gont zo anv anezhañ. 4. Dre ast. Sammad arc'hant zo dleet da berc'henn ur gont end-eeun. Dleoudoù ha kaoudoù. & Lizher-kaoud : skrid-testeni roet gant ur c'henwerzher a zle arc'hant d'un arval.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

va c'haoud eo

1850
Daveenn : GON.II pg kaout

e-keñver an dellidoù e vez ar c'haoudoù

1931
Daveenn : VALL pg avoir

kaoud

1931
Daveenn : VALL pg (l')actif, avoir

kaoudoù

1931
Daveenn : VALL pg (l')actif, avoir

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial