1. (db. an amzer a ra)
Bountad rust ha dic'hortoz.
Ur gaouad c'hlav, ur gaouad toufor. Kaouadoù miz Meurzh. Ur gaouad arnev, ur gaouad kazarc'h.
HS. barr, barrad.
2. (db. ar santadurioù)
Luskad trumm.
Ur gaouad droug. Gwashat kaouad aon ac'h eus graet din. Ur c'haouad mezh a dapas eno.
3. MEZEG.
Diskuliadenn drumm ha taer eus ur c'hleñved.
Ur gaouad kleñved, ur gaouad terzhienn. Kaouadoù poan. Dalc'het er gêr gant ur c'haouad kleñved bennak.
&
Ent krenn
N'on ket souezhet en defe tapet ur gaouad, abaoe an amzer m'emañ dindan ar glav.
4. (db. an tan)
Kementad flammoù a zeu a-greiz-holl.
E-tal ur gaouad tan bras. Ar menez Etna a daol dalc'hmat kaouadoù tan ha flamm.
DHS. bommi, goradenn.
HS. bouilh, bouilhad.
5. Dre ast.
Gouzougad.
Evañ ur c'haouad.
HS. genaouad.
6. Dre skeud.
Strollad bras a dud o tilec'hiañ a-gevret.
Kaouadoù tud a ya e-barzh an tren. Pelec'h emañ ar gaouad klujiri-se ?
DHS. bandennad.
Ma Jezuz, ganeoc'h-c'hwi plijet / E teuy ar barrad da devel, / Gant ar gaouad pa 'z omp hijet, / Heol ar peoc'h lakait da sevel.
Ma Jezuz, ganeoc'h-c'houi plijet / E teuy ar barrad da devel, / Gant ar gaouad pa 'z omp hijet, / Heol ar peoc'h lakait da sevel.
1960
Daveenn :
PETO
p.17
Ha ma vefe laeret ? Ken nemet soñjal e se e oa sklaset gant ur gaouad hiris.
2015
Daveenn :
POLDG
p. 223
Barzhoneg hir Homeros - 15 000 gwerzenn ! - e vez lavaret dimp enni n'eo ket istor seziz Troia eo, kaouad fulor Akilleüs ne lavaran ket...
2016
Daveenn :
ILIAS
p. 6
Notennoù studi
Gregor Rostrenenn a resisa evit an droienn : "Emañ e gaouad gantañ." e c'hall bezañ lakaet en he stumm gwregel ma vez lakaet "ganti" e-lec'h "gantañ". An droienn en he hed a dleje bezañ bet "Emañ he c'haouad ganti."