(heuliet gant an ar. da hag un av.)
Gouest.
Hennezh zo desket-mat, peogwir n'eo ket kap ar skolaer d'ober skol dezhañ. Ne oant ket kap da en em vevañ ha da baeañ o zi.
&
Trl.
Bezañ kap da udb. : gallout ober udb., bezañ kreñv a-walc'h evit ober udb.
Me n'on ket kap da vann ebet ken.
&
Bezañ kap da ub. : bezañ ken kreñv hag eñ.
Me zo kap dit.
&
Na vezañ kap ken : bezañ divi.
N'eo kap ken. N'on ket kap ken.
HS. barrek, e-tailh.
Ah ! m’o dije bet ar re-se diskamant ! Siwazh ! Anez da se, kap e vijent bet… da betra, a gav deoc’h ?… A betra ?… ya a betra ?… Daoust ha me ’oar-me ? A netra moarvat. A netra ?… Nann. Avel, avel, pell ha plouz… pa lavaran deoc’h… pell ha plouz !
Ah ! m’o dije bet ar re-ze diskamant ! Siouaz ! Anez da ze, kap e vijent bet… da betra, a gav d’ec’h ?… A betra ?… ya a betra ?… Daoust ha me ’oar-me? A netra marvad. A netra ?… Nann. Avel, avel, pell ha plouz… pa lavaran d’ec’h… pell ha plouz !
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).
Lakait ho troad en dour : goustad beg ur vrec’h, evel un aer, a dro en-dro d’ho troad. N’oc’h ket, n’eus den kap… Den ne c’houzañvas hep fiñval un hevelep stokadenn…
Lakit ho troad en dour : goustad beg eur vrec’h, evel eun aer, a dro en-dro d’ho troad. N’oc’h ket, n’an neus den kap… Den ne c’houzanvas hep finval eun hevelep stokadenn…