Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(heuliet gant an ar. da hag un av.) Gouest. Hennezh zo desket-mat, peogwir n'eo ket kap ar skolaer d'ober skol dezhañ. Ne oant ket kap da en em vevañ ha da baeañ o zi. & Trl. Bezañ kap da udb. : gallout ober udb., bezañ kreñv a-walc'h evit ober udb. Me n'on ket kap da vann ebet ken. & Bezañ kap da ub. : bezañ ken kreñv hag eñ. Me zo kap dit. & Na vezañ kap ken : bezañ divi. N'eo kap ken. N'on ket kap ken. HS. barrek, e-tailh.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Ah ! m’o dije bet ar re-se diskamant ! Siwazh ! Anez da se, kap e vijent bet… da betra, a gav deoc’h ?… A betra ?… ya a betra ?… Daoust ha me ’oar-me ? A netra moarvat. A netra ?… Nann. Avel, avel, pell ha plouz… pa lavaran deoc’h… pell ha plouz !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Lakait ho troad en dour : goustad beg ur vrec’h, evel un aer, a dro en-dro d’ho troad. N’oc’h ket, n’eus den kap… Den ne c’houzañvas hep fiñval un hevelep stokadenn…

1925
Daveenn : BILZ2 p.111-112

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial