Ma ! abaoe eo bet ar paotr anvet gant an holl Bilzig, e lesanv a deuas da vezañ e anv, ha nebeut a dud ar bourk a vije bet kat da reiñ dezhañ e wir anv : Bilzig a oa, Bilzig a chomo.
Ma ! abaoe eo bet ar pôtr hanvet gant an holl Bilzig, e leshano a deu[a]s da vea e hano, ha nebeud a dud ar bourk a vije bet kât da rei d’ean e wir hano : Bilzig a oa, Bilzig a chomo.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 37, p.811 (Genver 1924), "a deuas da vea", reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).
Mont da vale, da redek bro evel « Paotr e vazh-houarn », evit saveteiñ priñsezed ; evel « Tignasennig » eñ ac’h aio ivez en karros alaouret, hag evel « Yann hep aon » netra ne vo kat d’en spontañ.
Mont da vale, da redek bro evel « Pôtr e vaz-houarn », evit savetei prinsezed ; evel « Tignasennig » hen ac’h aio ive en karroz alaouret, hag evel « Iann hep aon » netra ne vo kât d’hen sponta.