karet
Roperh er Mason : "Karet eo Enez ar rod gant ma bugale hag o mignoned, ar pezh a ziskouez e kaver diouzh sour, er romant-se, ar faltazi virvidant hag ar vuhez puilh a blij d'ar re yaouank hag a ra diouer ken alies d'ar re gozh.
- Ar garantez a wisk un dremm nevez d'an dra garet, un hoal... Ha netra ne dalv mui nemet an dra garet...
Ha mignon out din ? Ha rankout a rin, taolet kuit pep mezh ganin, dont da ganañ dit « serenadoù », dindan da brenestr ?... Fellout a ra din e vin karet ganit.
Er barrez-mañ ez oc'h, moarvat, / Ar person karet hag an tad ?
Tremenet eo da vat ar mare ma ouie an tad-kozh Mazhev, e yaouankiz e dri-ugent vloaz, loc'hañ da c'houloù-deiz diouzh kêr, da vont da gaout lein e ti e verc'h yaouankañ ha karetañ, dimezet gant un noter seizh lev ac'hann, ober ur frapad kaoz ganti ha distreiñ da noz, war e bouezig ha war e droad, e-koulz evit ar banne soubenn er gêr.