Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A garer. Karetoc'h on egeti. Hor bro garet. [1878] Evelato ar gwel kentañ eus an ti he doa tremenet ennañ he yaouankiz gant ur breur ker karet a yeas dre he c’halon. [1949] Ar garantez a wisk un dremm nevez d'an dra garet, un hoal... Ha netra ne dalv mui nemet an dra garet...

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

Mar a'm gwarant va c'harantez, / Da vout en noz oc'h he c'hostez, / Wamm garet nepred.

1350
Daveenn : ABER niv. 69, 310

karet

1499
Daveenn : LVBCA p109 (ayme)

din da vezañ karet

1732
Daveenn : GReg pg aimable

din-meurbet da vezañ karet

1732
Daveenn : GReg pg aimable

karet gant ar bed-holl

1732
Daveenn : GReg pg aimé

Karet eo gant he zad.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, "Elle est aimé de son père".

Va breur a zo karet.

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "mon frère est aimé".

« Ned on karet gant den ; ha pa vezan gwelet, / Emañ 'n holl war va lerc'h hag ur spont o c'hlevet. »

1867
Daveenn : MGK p82-83

Petra zo na rafe ar galon c'hoar karet ? / Karet, me er lavar, gant ur wir garantez, / Evel ur gwir vignon hag eur gwir vignonez.

1867
Daveenn : MGK p50

Evelato ar gwel kentañ eus an ti he doa tremenet ennañ he yaouankiz gant ur breur ker karet a yeas dre he c’halon.

1878
Daveenn : EKG.II p.178

P'edon o klask dalc'hmat gant gred Kas an erv da benn a-zevri, Akademi Vreizh zo savet ; Savet hon Akademi 'Vit brud vat hon yezhig karet. Deoc'h-hu, kenvreudeur enoret, E ouestlañ ivez 'vel eo dleet, Ober Mestr Yann ha ma hini.

1914
Daveenn : M. pennad dediañ

Tarv galloudek karet gant Aventia ha Virionia, tad-kozh roue, glan eo va daouarn, glan va izili, glan va c’horf ; glan va zeod em genou, glan va c’halon em askre, glan va ene em c’hreiz a bep terridigezh al Lezenn, tad-kozh roue, tarv galloudek karet gant Aventia ha Virionia (1). »

1923
Daveenn : SKET p.71-72

karet

1931
Daveenn : VALL pg affectionné (aimé)

gwall garet

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIV

Kentañ tra 'voe graet, a voe tennañ ur poltred ; bez' em eus miret ul luc'hskeudenn, — dislivet siwazh gant an amzer, — eus ar baotredigoù-se bodet en-dro d'o mestr karet an aotrou Vallée, ha banniel gwenn erminiget Breizh o 'stribilhañ a-us d'o fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p59

- Ar garantez a wisk un dremm nevez d'an dra garet, un hoal... Ha netra ne dalv mui nemet an dra garet...

1949
Daveenn : SIZH p.57

Roperh er Mason : "Karet eo Enez ar rod gant ma bugale hag o mignoned, ar pezh a ziskouez e kaver diouzh sour, er romant-se, ar faltazi virvidant hag ar vuhez puilh a blij d'ar re yaouank hag a ra diouer ken alies d'ar re gozh.

1949
Daveenn : KABA p. 4

Ha mignon out din ? Ha rankout a rin, taolet kuit pep mezh ganin, dont da ganañ dit « serenadoù », dindan da brenestr ?... Fellout a ra din e vin karet ganit.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Er barrez-mañ ez oc'h, moarvat, / Ar person karet hag an tad ?

1960
Daveenn : PETO p56

Ma ! Pêr an Hir, mignon karet, / N'on mui evit ho tislâret ; / Met, koulskoude, hag a-barzh pell, / Mont diouzh ho ti e vo din gwell.

1960
Daveenn : PETO p25

Hon Nasion garet 'glask diskarañ / Ha lemel diganeomp gwirioù ha bara.

1960
Daveenn : PETO p36

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial