Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
17
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Kaout karantez (I A 1) ouzh ub. Karet ur plac'h, ur paotr. Me ho kar. Me da gar eus da benn betek da c'har. Karet a ra e zous dreist-penn. 2. (db. an dud kar, ar vignoned) Kaout karantez (I B) ouzh ub. Karet e vignoned, e familh. Karet a ra he breur, he zud. & Trl. Bezañ pell diouzh karet ub., udb : n'e garet tamm. & (db. Doue, ar sent, ar Werc'hez, h.a.) Kaout ur santad a zoujañs vras outo. Kristenien Treger a gar kalz Itron Varia Kernitron. An dud amañ a gar Doue hag ar roue. & Doue a gar eneoù eeun ar vugale. 3. Dre ast. (db. ar broioù, ar yezhoù, ar c'healioù) Istimañ, doujañ udb. meurbet hag en em ouestlañ dezhañ prl. Karet e vro, ar frankiz, ar peoc'h. & Trl. Un den kar-e-vro, kar-e-yezh, kar-e-unan : a gar e vro, e yezh, zo emgar. ES. kasaat. B. 1. Kaout plijadur vras gant udb. ; kavout udb. kaer-kenañ. [1850] Ar Vretoned a gar ar gwerzioù. Ni hon eus divrec'h ha ni a gar al labour. & (db. an traoù a vez debret, evet, gwelet) Kavout mat-kenañ, kaer-kenañ. Me a gar ar c'hafe laezhek. Honnezh a gar ar chokolad. Louzaouenn-ar-goukoug : n'eo mat da netra, nemet d'an dud a gar ar bleuñv kaer. & Trl. Karet e vanne : bezañ techet da evañ diedoù alkoolek betek re. 2. (dirak un av.) Karet ober udb. : kaout plijadur vras ouzh e ober. Me a gar ober war-dro al liorzh. Karet a rae bezañ dalc'hmat o pesketa. & (er stumm nac'h) Na blijout d'an den tamm ebet. Hemañ ne gar ket mont er-maez pa vez avelaj. Me ne garan ket klevet kurunoù : ne blij ket kaer din o c'hlevet. HS. bourrañ, plijout. C. (db. ar plant) Trl. skeud. Karet ur seurt douar : kreskiñ aes ennañ. Ar broenn a gar an douar trenk. Ar gwinizh a gar gwell kaout douar pounner hag izel. II. V.k.e. Kaout c'hoant da, mennout. A. Trl. Karet mad ub., karet vad, droug da ub. : na hetiñ mann met mad, droug ub. An den-se a veve o karet mad d'an hall. Karet a ra ma mad. B. V. damskoaz. 1. Karet ober udb. : kaout c'hoant d'e ober. Karet a rafe mont da bourmen ganeoc'h. Karet a rafemp kaout korn pe garn d'ober un hun. Karet a rafen bevañ buhez ar manac'h. 2. (en doare divizout, goude mar prl.) Karet bezañ graet udb. : troienn a implijer da ezteuler keuz war-lerc'h un ober bnk. ha n'eo ket bet sevenet. Mar karjen bezañ aet d'ar skol ne oan ket ken nec'het ha ma 'z on bremañ. Hag e karje bezañ bet un dra bennak da lakaat etre e zent. Mar karjes bezañ lezet ar gouloù bev ez pije gwelet sklaer. [1877] Eno emañ mat a-walc’h evit ur pennad, mes a-barzh nebeut amañ ne vanko ket da vezañ dizoloet, hag e karfe bezañ kaset da Vro-Saoz. C. (dirak un islav. degaset gant e pe ma) Kaout c'hoant. Me a garje e koeñvfe ma fenn ; neuze e torrje ar boan din. Me a garfe e vefec'h marv, ma vo peoc'h diouzhoc'h pelloc'h. Ha c'hwi a garfe e errufe kement-all ganeoc'h ? [1878] Me ’garfe e chomfe an drederenn ac’hanomp da zibriñ o zamm amañ war an hent [...]. HS. faotañ, fellout. D. Ent krenn 1. (goude ma, mar, pe pa dh.) Troiennoù a reer ganto da verkañ emañ an dibab gant an hini a gomzer diwar e benn. Deus amañ mar karez. Evel ma kari e ri. Labourat a ra ? Ya, pa gar. & Tr. adv. Mar karan : moarvat, sur. Ne davin ket mar karan. Ne oan ket troet d'ober se ; nann mar karan ! HS. faotañ, fellout. 2. Trl. (Ar) pezh a gar ub. : kement ha ma fell dezhañ kaout, ober. It da fringal er-maez ar pezh a garat. E Pariz e kaven pezh a garen a labour. Hennezh zo e Pariz o rozellat arc'hant pezh a gar. & Tr. adv. (Ar) pezh a garer : kalz. Bez' ez eus tud fall war an douar pezh a garer. [1924] Ha du-hont, en koad Keraudren, a-is an torrod, a zo gedon ha konifled, pezh a garer. III. V. kenem. EN EM GARET. Magañ karantez an eil ouzh egile. En em garet a reont an eil egile. IV. V. dic'hour. RANNYEZH. KARET DA UB. : kaout c'hoant. Me a garfe din kaout laezh. Hi a garfe dezhi e vijec'h bet aet da welet anezhi. & 'KAR(FE) DA UB. BEZAÑ GRAET UDB. : troienn a implijer da reiñ da c'houzout da ub. ez eo domaj pa n'en deus ket graet an dra-se. 'Karfe deoc'h bout lavaret din ! 'Kar dezhañ bout lavaret pa oa yaouank ! DHS. dleout. HS. faotañ, fellout.

Skouerioù istorel : 
341
Kuzhat roll ar skouerioù

Henri Boseg a lavar, mar kar Doe, me am bezo avantur vat ha karzr

1331
Daveenn : ABER niv. 69, p305

mar kar Doe

1477
Daveenn : BRPC p380 (ger-ardamez ar familh Chastel, "s'il plaist à Dieu")

karet

1499
Daveenn : LVBCA p109 (aymer)

Goude-se ez c'halvas ar werc'hez Katell hag ez lavaras dezhi : [«]Onestant dre ard da ard majik ez vefe graet lakat ar rouanez d'ar marv evit-se, mar kerez d'en em repantiñ ha distreiñ, me a ray [ac'hanout] ar gentañ em falez[.»]

1576
Daveenn : Cath p23

[«]Mar kerez ez vizi an eil itron war-lerc'h an rouanez em falez, ha davantaj, me a ray lakaat da imaj e-kreiz ma falez, evit maz vezo gant enor adeulet evel un doueez gant ma holl fobl[.»]

1576
Daveenn : Cath p16

M. Pe en feson ez kirit-hu hoz nesañ eveldoc'h hoz-unan ?

1622
Daveenn : Do. p26

M. Petra eo karet Doue dreist pep tra ? D. E garet mui evit hor madoù, mui evit hon kerent, mui evit hon buhez, ha dezirout kent[oc'h] mervel evit e ofañsiñ bizviken.

1622
Daveenn : Do. p24

M. Pe da fin oc'h-c'hwi bet leket en bed-mañ ? D. Evit karet ha servijañ Doue en vuhez prezant-mañ, hag evit goude-se bezañ da vizviken en baradoz.

1622
Daveenn : Do. p8-10

M. Piv a geromp-ni dre garantez ? D. Doue dreist pep tra, ha hon nesañ eveldomp hon-unan.

1622
Daveenn : Do. p24

10. Grit din ivez kaout feiz vras / Da garet Doue neb am c'hroueas. / Nep droug en vro na c'hallo noaz[out] / D'an holl gristenien a brenas

1622
Daveenn : Do. p61

an neb a garan

1624
Daveenn : MEHAT Niv. 23, Kerzu 2005, p.30

karet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aimer

ne garan ket hepmuiken ar re vat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg non (seulement i'aime les bons,

e garet a ran mui evidoc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ie l'aime) plus (que vous)

n'er c'haran ket mui evit un' all pe mu 'get un' all

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ie l'ayme pas) plus (qu'vn autre

pegement bennak m'ho karan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quoy (que ie vous aime)

evel ma kerot

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ainsi que bon vous) semblera, (comme vous) voudrez

me garhe kaout ma lañs da dec'het

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ie voudrais auoir mon) temps (de fuir)

ha me gar Doue ?

1659
Daveenn : LDJM.1 pg a (me gar Doue ?)

kement a ra ouzh ho karet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quement (a ra ouz ho caret)

piv bennak a gar Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg celuy qui aime Dieu

M. Piv a gzromp-ni dre ar garantez? / D. Doue dreist pep tra, hag hon nesañ evel deomp hon-unan.

1677
Daveenn : Do. p25

Plijet geneoc'h [Gwerc'hez Vari], me ho supli, / Ma c'halon re yen alumiñ, / Da garet bepred va Doue, / O plijout de[z]hañ bemnoz ha [bem]dez.

1677
Daveenn : Do. p67

Un Doue hepken a adori hag a wir galon a giri ; / Hanv Doue e ven ne doui ket, / Nag ivez netra hevelep.

1677
Daveenn : Do. p27

karet a ra ar rezinenn

1732
Daveenn : GReg pg (il aime la) boisson (le vin)

ar braoued a gar

1732
Daveenn : GReg pg (il aime la) boisson (le vin)

me a choazo neb a girin

1732
Daveenn : GReg pg (je choisirai qui) bon (me semblera)

e garet a ran ; hag an dra-se dre 'n abeg ma 'z eo vertuzus

1732
Daveenn : GReg pg (je l'aime ; &) ce (à cause de sa vertu)

e garet a ran ; ha kement-se, 'n abeg ma 'z eo vertuzus

1732
Daveenn : GReg pg (je l'aime ; &) ce (à cause de sa vertu)

karet a ran anezhañ, palamour d'e vertuz

1732
Daveenn : GReg pg (je l'aime ; &) ce (à cause de sa vertu)

me a garehe bezañ a kalon an douar

1732
Daveenn : GReg pg (je voudrais être au) centre (de la terre)

me a garehe bezañ e kreizenn an douar

1732
Daveenn : GReg pg (je voudrais être au) centre (de la terre)

ar vertuz a garantez hon oblij da garet Doue a-greiz hon c'halon, hag hon nesañ evel hon-unan

1732
Daveenn : GReg pg (la) charité (consiste à aimer Dieu de tout son coeur, & à aimer son prochain comme soi-même)

An den, mab-den, ne dle karet ar c'hroueadurioù, nemet e Doue, nemet e gwell Doue, nemet dre raport da Zoue.

1732
Daveenn : GReg pg (l'homme ne doit aimer les) créatures (que par rapport à Dieu)

muioc'h en doujer, eget n'er c'harer

1732
Daveenn : GReg pg (on le) craint (plus qu'on ne l'aime)

mui e toujer anezhañ, eget n'er c'harer

1732
Daveenn : GReg pg (on le) craint (plus qu'on ne l'aime)

karet ur re

1732
Daveenn : GReg pg affection

karout

1732
Daveenn : GReg pg aimer

karout un dra

1732
Daveenn : GReg pg affection

d'ar fin ma karor Doue

1732
Daveenn : GReg pg afin

d'ar fin ma vezo karet Doue

1732
Daveenn : GReg pg afin

o karet

1732
Daveenn : GReg pg gerondif (En aimant.)

diouzh a garot

1732
Daveenn : GReg pg a

karet terrupl un dra

1732
Daveenn : GReg pg fou (Etre fou d'une chose, l'aimer passionnément.)

en em garet

1732
Daveenn : GReg pg (s')aimer

en garet

1732
Daveenn : GReg pg (s')aimer

a gare

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

evel a garer

1732
Daveenn : GReg pg arbitraire

evit karet Doue

1732
Daveenn : GReg pg afin

me am beze karet

1732
Daveenn : GReg Rakskrid (j'aurois aimé)

Ur gwir gristen a zoug doujañs ha karantez da Zoue, evel ur mab mat d'e dad ; ur falskristen en douch hep e garet, evel a ra ur servijer fall en andred e vestr.

1732
Daveenn : GReg pg filial (Une crainte filiale pour Dieu convient au veritable Chrétien, & une servile se trouve dans les méchans.)

gwell e kar evañ evit kousket

1732
Daveenn : GReg pg aimer

a gare

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

terrupl en em garont

1732
Daveenn : GReg pg (ils s') entr'aiment (beaucoup)

hor c'haret a ra meurbet

1732
Daveenn : GReg pg affectionné

Jezuz Krist a damalle d'ar Farizianed da garet re ar plasoù enoraplañ er c'houvioù

1732
Daveenn : GReg pg affecter

em gariñ

1732
Daveenn : GReg pg (s') entr'aimer

Karent pe ne garent ket.

1732
Daveenn : GReg pg gré (Bon gré, malgré.)

en em garet an eil egile

1732
Daveenn : GReg pg (s') entr'aimer

al libertez frank en deveus roet Doue d'an den evit ober ar mad pe an droug, an hini a garo da choaz

1732
Daveenn : GReg pg arbitre

graet pep hini evel a garo

1732
Daveenn : GReg pg (que chacun fasse, comme il l') entendra

an olifanted ne garont ket ar broezioù yen

1732
Daveenn : GReg pg (s')aimer

karet a ra ar studi

1732
Daveenn : GReg pg amateur

mar karit-hu

1732
Daveenn : GReg pg (pour ainsi) dire

kariñ, adoriñ, servijiñ Doue

1732
Daveenn : GReg pg (aimer, adorer, servir) Dieu

an dra-se a reot pa gerot

1732
Daveenn : GReg pg aise

mar em c'harit e neb feson

1732
Daveenn : GReg pg affection

mar karit ac'hanon kalz pe nebeut

1732
Daveenn : GReg pg affection

mont ha dont a gar

1732
Daveenn : GReg pg allant

a gar an dour

1732
Daveenn : GReg pg aquatique

ar peoc'h a garan mui eget ar brezel

1732
Daveenn : GReg pg aimer

ar studi a gar

1732
Daveenn : GReg pg amateur

na gariñ ket unan bennak

1732
Daveenn : GReg pg affectionné

neb a gar ar studi

1732
Daveenn : GReg pg amoureux

kent e karan ar peoc'h eget ar brezel

1732
Daveenn : GReg pg aimer

reiñ a reer dezhañ da grediñ kement a garer

1732
Daveenn : GReg pg accroire

ret eo karet Doue a-greiz e galon hag e nesañ evel e-unan

1732
Daveenn : GReg pg aimer

terrupl en em gar ar wreg-hont

1732
Daveenn : GReg pg (s')aimer

karet, adoriñ, azeuliñ, servijañ Doue

1732
Daveenn : GReg pg (aimer, adorer, servir) Dieu

un den hag a gar bale eo

1732
Daveenn : GReg pg allant

mont a ra pa gar, da Ormandi, da Normandi

1732
Daveenn : GReg pg (il a son dit, & son) dédit

a gar bale

1732
Daveenn : GReg pg allant

bez' e kar ar studi

1732
Daveenn : GReg pg amateur

bez' e roer ar pezh a garer dezhañ da gridiñ

1732
Daveenn : GReg pg accroire

a gar mont ha dont

1732
Daveenn : GReg pg allant

en ur garet

1732
Daveenn : GReg pg gerondif (En aimant.)

kariñ

1732
Daveenn : GReg pg affection, aimer

karet

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, aimer

kamm ki pa gar

1732
Daveenn : GReg pg (jarret) dolent (qui se plaint souvent sans avoir de mal)

karet kalz

1732
Daveenn : GReg pg aimer

karet kreñv

1732
Daveenn : GReg pg aimer

karet dreist-penn

1732
Daveenn : GReg pg aimer

karet gant ur galon tener-glizh

1732
Daveenn : GReg pg aimer

karet-meurbet

1732
Daveenn : GReg pg aimer

karet orrupl

1732
Daveenn : GReg pg aimer

karet kent

1732
Daveenn : GReg pg aimer

karet re gaout

1732
Daveenn : GReg pg affecter

karet start

1732
Daveenn : GReg pg aimer

karet terrupl

1732
Daveenn : GReg pg aimer

karet ar merc'hed

1732
Daveenn : GReg pg (être adonné aux) femmes

karet un dra

1732
Daveenn : GReg pg affection

he c'haret a ra meurbet

1732
Daveenn : GReg pg (il l'aime) beaucoup

meurbet he c'har

1732
Daveenn : GReg pg (il l'aime) beaucoup

meurbet e kar anezhi

1732
Daveenn : GReg pg (il l'aime) beaucoup

labour c'hraet a gar

1732
Daveenn : GReg pg (il aime) besogne (faire)

pinvidigezh en deus kement hag a gar

1732
Daveenn : GReg pg (il a beaucoup de) bien(s)

evidon d'e garet

1732
Daveenn : GReg pg bien que (je l'aime)

evidon da garet anezhañ

1732
Daveenn : GReg pg bien que (je l'aime)

pegement bennak ma er c'haran

1732
Daveenn : GReg pg bien que (je l'aime)

petra bennak ma karan anezhi

1732
Daveenn : GReg pg bien que (je l'aime)

evidon d'he c'haret

1732
Daveenn : GReg pg bien que (je l'aime)

evidon da garet anezhi

1732
Daveenn : GReg pg bien que (je l'aime)

Karet e oant.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps passé imparfait, "Ils étaient aimés".

ar balc'hded n'int karet gant den

1850
Daveenn : GON.II pg balc'h

Ar Vretoned a gar gwerzioù.

1850
Daveenn : GON.II pg karout (Les Bretons se délectent à la poésie).

Boulc'hit ar bara fresk mar kirit.

1850
Daveenn : GON.II pg boulc'ha (Entamez le pain frais si vous voulez).

an atahinourion n'int karet get den

1850
Daveenn : GON.II pg atahinour

Ho c'hoar a garan.

1850
Daveenn : GON.II pg a (J'aime votre sœur).

Karet eo gant e amezeien.

1850
Daveenn : GON.II pg amézek (Il est aimé de ses voisins).

karet

1850
Daveenn : GON.II pg karout, karet (Aimer, avoir de l'affection, de l'attachement pour une personne, une chose. Désirer. Souhaiter. Vouloir. Avoir pour agréable. - Se délecter, prendre plaisir à... [Infinitif et] Part.)

Karout a ra ar vouez-se dreist-penn.

1850
Daveenn : GON.II karout (Il aime éperdument cette femme).

karet

1850
Daveenn : GON.II pg karet, karout

Me ho kar a-greiz va c'halon.

1850
Daveenn : GON.II pg kaloun

mar kirit-hu

1850
Daveenn : GON.II pg karout (Si vous voulez, Si vous désirez ; Pour ainsi dire).

Ne garan ket an afedenn.

1850
Daveenn : GON.II pg aféden (Je n'aime pas la baisure).

Ne garan ket an dud arvarus.

1850
Daveenn : GON.II pg arvaruz (Je n'aime pas les gens soupçonneux).

Ne garan ket komz a-c'houez.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ac'houéz (Je n'aime pas à parler en public).

ne garan ket komz a-ouez

1850
Daveenn : GON.II pg ac'houéz

Ne garan ket krignañ an eskern

1850
Daveenn : GON.II pg kriña, kriñat

daouhanter e vezimp, mar kirit

1850
Daveenn : GON.II pg daou-hañter

me a garfe kavout an darvoud d'e welout

1850
Daveenn : GON.II pg darvoud

dibabit an hini a garrot

1850
Daveenn : GON.II pg dibaba

ha c'hwi a garehe digemerout kement-mañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg digémérout

Ne garan ket ar c'hezeg dilostet.

1850
Daveenn : GON.II pg dilôsta (Je n'aime pas les chevaux auxquels on a coupé la queue).

me a garehe bezañ diskarget eus a gement-se

1850
Daveenn : GON.II pg diskarga

Diskolpañ a gar an den yaouank-se.

1850
Daveenn : GON.II pg diskolpa (Ce jeune homme aime à se divertir).

pezh a giriz a zisgaran

1850
Daveenn : GON.II pg disgarout, diskarout

an distroioù a gar

1850
Daveenn : GON.II pg distrô

muioc'h hen doujer eget n'hen c'harer

1850
Daveenn : GON.II pg douja

dreistpenn e kar e c'heniterv

1850
Daveenn : GON.II pg dreist-penn

it d'e glaskout, mar kirit, e-kreiz ar c'hezeg

1850
Daveenn : GON.II pg é-kreiz, ékreiz

an ebatoù a gar an den yaouank-se

1850
Daveenn : GON.II pg ebat

en em garout a reont

1850
Daveenn : GON.II pg (en) em

ha c'hwi a garre [garfe] kaout ur marv mat, bevit ervat

1850
Daveenn : GON.II pg ervâd

evit bezañ karet

1850
Daveenn : GON.II pg évit

biskoazh ne'm eus karet ar farsoù-se

1850
Daveenn : GON.II pg fars

ne garan ket ar c'hrampouezh fetis

1850
Daveenn : GON.II pg fétiz

An dud fizius a garan.

1850
Daveenn : GON.II pg fisiuz (J'aime les gens confiants).

neb am c'har a garan

1850
Daveenn : GON.II pg nép, néb

en ur garout

1850
Daveenn : GON.II p.7, introduction ; "en aimant"

ne gar

1850
Daveenn : GON.II p.8, introduction ; "il n'aime"

Ra garin

1850
Daveenn : GON.II p.8, introduction ; "que j'aime".

(C'hwi hoc'h eus) Va c'haret.

1850
Daveenn : GON.II p.10, introduction, "vous m'avez aimé".

C'hwi am c'haro.

1850
Daveenn : GON.II p.10, introduction, "vous m'aimerez".

Me am eus da garet.

1850
Daveenn : GON.II p.10, introduction, "je t'ai aimé".

Evit e garout.

1850
Daveenn : GON.II p.10, introduction, "pour l'aimer". (hé, LE)

Evit he c'harout.

1850
Daveenn : GON.II p.11, introduction, "pour l'aimer" (Après "hé", "la").

Evit hor c'harout.

1850
Daveenn : GON.II p.11, introduction, "pour nous aimer".

Me o c'har.

1850
Daveenn : GON.II p.11, introduction, "je les aime".

Doue a garan.

1850
Daveenn : GON.II p.29, livre premier, "j'aime Dieu".

Doue a garez.

1850
Daveenn : GON.II p.29, livre premier, "tu aimes Dieu".

Doue a garont.

1850
Daveenn : GON.II p.29, livre premier, "ils aiment Dieu".

Me a gar Doue.

1850
Daveenn : GON.II p.29, livre premier, "j'aime Dieu".

Doue a garan.

1850
Daveenn : GON.II p.29, livre premier, "j'aime Dieu".

Me a garfe gouzout hag eñ a zeuio.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Je voudrais savoir s’il viendra ».

Mar kirit dont amañ e viot digemeret mat.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, (Si vous voulez venir ici, vous serez bien reçu).

Gouzout a ra penaos e karan e verc’h.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Il sait que j’aime sa fille ».

Va c'harout a ra pa emañ pell diouzhin.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (Il m’aime quand il est loin de moi).

Mar kirit mont war ar maez, ez in ivez.

1850
Daveenn : GON.II p.93, livre second, « Si vous voulez aller à la campagne, j'irai aussi ».

Ne garan nag an eil nag egile.

1850
Daveenn : GON.II p.93, livre second, « Je n'aime ni l'un ni l'autre ».

Evel-se e reot, mar kirit.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, « Vous ferez de même, si vous voulez ».

Ne garan ket an dud-se.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Je n’aime pas ces gens-là ».

Ne gar ket ar gwin, kennebeut ha me.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Il n’aime pas le vin, non plus que moi ».

Ha ned on-me ket karet gant ho mamm ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « Votre mère ne m'aime-t-elle pas ? »

Ha ned eo-hi ket karet va c'hoar gant ho preur ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « Votre frère n'aime-t-il pas ma soeur ? »

Nag hi a gar he mamm !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Qu'elle aime sa mère ! "

Ha karet eo-hi va c'hoar gant ho preur ?

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Votre frère aime-t-il ma soeur ? "

Me a garfe gouzout pegement a zo dleet dezhañ.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, « Je voudrais savoir combien il lui faut ».

Pegement e kare ar vaouez-se he bugale !

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, " Que cette femme-là aimait ses enfants ! "

Nag ar vaouez-se a gare he bugale !

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, " Que cette femme-là aimait ses enfants ! "

Karet eo gant he zad.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, "Elle est aimé de son père".

Bez karet.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode impératif, "Sois aimé".

Bezet karet.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode impératif, "Qu'il soit aimé".

Bezomp karet.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode impératif, "Soyons aimés".

Bezit karet.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode impératif, "Soyez aimés".

Bezent karet.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode impératif, "Qu'ils soient aimés".

Karet on.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps présent, "Je suis aimé".

Karet out.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps présent, "Tu es aimé".

Karet eo.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps présent, "Il est aimé".

Karet omp.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps présent, "Nous sommes aimés".

Karet oc'h.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps présent, "Vous êtes aimés".

Karet int.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps présent, "Ils sont aimés".

Karet e oan.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps passé imparfait, "J'étais aimé".

Karet e oas.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps passé imparfait, "Tu étais aimé".

Karet e oa.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps passé imparfait, "Il était aimé".

Karet e oamp.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps passé imparfait, "Nous étions aimés".

Karet e oac'h.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "beza", ETRE, comme auxiliaire, au personnel, Mode indicatif, temps passé imparfait, "Vous étiez aimés".

Me a zo karet.

1850
Daveenn : GON.II p.35, livre premier, Conjugaison du verbe "béza", ETRE, comme auxiliaire, à l’impersonnel, Mode indicatif, temps présent, "Je suis aimé".

En em garomp an eil egile.

1850
Daveenn : GON.II p.53, grammaire bretonne, livre premier, "Entr'aimons-nous".

En em garit an eil egile

1850
Daveenn : GON.II p.53, grammaire bretonne, livre premier, "Entr'aimez-vous".

En en garent an eil egile.

1850
Daveenn : GON.II p.53, grammaire bretonne, livre premier, "Qu'ils s'entr'aiment".

En em garomp an eil egile.

1850
Daveenn : GON.II p.53, grammaire bretonne, livre premier, MODE INDICATIF, "Nous nous entr'aimons".

En em garit an eil egile

1850
Daveenn : GON.II p.53, grammaire bretonne, livre premier, MODE INDICATIF, "Vous vous entr'aimez".

En em garont an eil egile.

1850
Daveenn : GON.II p.53, grammaire bretonne, livre premier, MODE INDICATIF, "Ils 'entr'aiment".

Prenit va fark, mar kirit, n’eo ket pell diouzh hoc’h hini.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "Achetez mon champ, si vous voulez, il n’est pas loin du vôtre".

Ho kwreg ho karo.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Ho kwreg a garo ac’hanoc’h.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Karout a ran ho c'hoar.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Ho c’hoar a garan a-greiz va c’halon.

1850
Daveenn : GON.II p.66

Me ho kar hag ho karo keit ha ma vevin.

1850
Daveenn : GON.II p.66

Setu hon daou varc’h ; me a gemer va hini, c’hwi a gemero hoc’h hini, mar kirit.

1850
Daveenn : GON.II p.67

Ar pezh a zo mat a garan.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "J'aime ce qui est bon".

Ar pezh a gar, eo ar gwin.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "Ce qu"il aime, c'est le vin".

Ar vreudeur-hont n’en em garont ket kalz

1850
Daveenn : GON.II pg 70 (Ces frères-là ne s'aiment pas beaucoup).

Roit din ar pezh a gerot.

1850
Daveenn : GON.II p.71, "Donnez-moi ce que vous voudrez".

Ar re a gar lenn a gav berr an amzer.

1850
Daveenn : GON.II p.71

Hi, he c'hoar ha te, a gar kanañ.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Va zad pehini a gar e vugale, o c'helenn abred.

1850
Daveenn : GON.II p.72

Setu tud ne garan ket (/ha ne garan ket).

1850
Daveenn : GON.II p.73

Anaout a ran un den a gar Doue (/ hag a gar Doue).

1850
Daveenn : GON.II p.72

Roit dezhañ ar re a gerot.

1850
Daveenn : GON.II p.73

Setu ur vaouez gant pehini e karjen bevañ.

1850
Daveenn : GON.II p.74

Pep hini a gar e bar.

1850
Daveenn : GON.II p.74, "Chacun aime son semblable".

Na rit ket d’ar re all ar pezh ne garfec’h ket a vefe graet deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II p.75

En em gannañ a rin ouc'h neb a garo.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Lakaat a rin klaoustre gant neb a garo.

1850
Daveenn : GON.II p.76

Va faotred ne garont ket ar mor.

1850
Daveenn : GON.II p.78

An deñved a gar ar geot berr.

1850
Daveenn : GON.II p.79

Ar merc'hed ne garont ket an dud digalon.

1850
Daveenn : GON.II p.79

Ho merc'h a garan.

1850
Daveenn : GON.II p.80

Meurbet e karan ho merc'h.

1850
Daveenn : GON.II p.80, "J'aime beaucoup votre fille".

a garit

1850
Daveenn : GON.II p.80, "Vous aimez".

c'hwi a gar

1850
Daveenn : GON.II p.80, "Vous aimez".

Bezañ e karit

1850
Daveenn : GON.II p.80, "Vous aimez".

karout a rit.

1850
Daveenn : GON.II p.80, "Vous aimez".

Event kement ha ma karint, gant na vezvint ket.

1850
Daveenn : GON.II p.81, "Qu'ils boivent tant qu'ils voudront, pourvu qu'ils ne s'enivrent pas."

Ne garer ket ar vabouzeien.

1850
Daveenn : GON.II pg babouzek (On n'aime pas les baveurs ou les bavards).

Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Daveenn : MGK p21

Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur, hag an aotrou Milin a zoug skañv ha brav ar re en deus kutuilhet tu-mañ, tu-jpnt e liorzhoù ar Varvailherien gozh, e liorzh Yann ar Feunteun, dreist ar re all. Hemañ e vestr, evel ma oa hini Gwezbriant, evel ma vezo patrom kement den a garo kemer skouer digant ur mailh n'en deus bete e bar ha ne gavo e neblec'h

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Daveenn : MGK p12

— « Hentchoù all zo e-leizh, hentchoù-treuz, ribouloù ; / Mar fell dit mont drezo e weli kalz roudoù / A zo aet en da raok. — Mar kerez, fistoulig, / Hep spegañ tamm en drez e vezi pinvidik. »

1867
Daveenn : MGK p144

« Mar karfez heuliañ va c'helenn / Ha labourat 'vidout hepken, / Neuze ne ve kollet da boan. »

1867
Daveenn : MGK p115

— 'Vidon da vezañ bleiz / Me gar ive 'r bevin ha ne rin ket Koraiz, / Nemet ret e ve din ; dibriñ kig n'eo pec'hed ! »

1867
Daveenn : MGK p84

'Tesker en un dervezh, karet gwell doue ha Breizh, 'vit na reer, e kant vloaz, e levrioù all e-leizh

1867
Daveenn : MGK p4

Daoust ha n'en deus ket ar mojenner sentet ouzhoc'h, pa oac'h o lavaret petra a ranke Breizhiz da gasaat ha petra da garout ! Daoust ha na zesk da bep Breizhad eo ret trec'hiñ a-raok an droug, heuliañ ar mad, bezañ, pa'z eo dleet, digabestr ha dishual; chom e peoc'h en e di balan

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Tud, c'hwi holl en em gar, Breizhiz eus a bep bro, / En em garit bepred, na vezit ket hedro !

1867
Daveenn : MGK p20

It el lec’h ma karoc'h, 'kreiz ar fraostoù donañ, / Du-se, 'weled ar mor, dreist ar c'hoabr uhelañ, / Ne viot ket birviken evit en em viret / Dioc'h fallagriezh an dud, nad yoc'h o [sic, e ?] darempred.

1867
Daveenn : MGK p46

"Evit ar pezh a sell ouzh an doare-skrivañ, emezañ c'hoazh, graet am eus evel ma karis, o vezañ n'eo ket deuet c'hoazh a-benn da c'honit war ar re all an hini gwellañ, me lavar hini an aotrou ar Gonideg"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

Div goulm en em gare gant ur wir garantez. Unan anezho un dervezh, enoeet en he c'hêr, a lakeas en he fenn, ur pennig skañv-meurbet, mont da foetañ broioù.

1867
Daveenn : MGK p17

Bremañ 'mañ gant he c'hoar : diaes e ve lavaret pegen eürus o-daou int oc'h en em garet.

1867
Daveenn : MGK p20

leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis

1874
Daveenn : GBI.II p480

hag eñ hag o lâret neuze : me 'garfe kaout an abid-se ; an abid-se hag he ferc'henn a zo e-kreiz ma gourc'hemenn

1874
Daveenn : GBI.II p528

C’hoant deskiñ abred ar vugale da garet Doue o doa hon tudoù kozh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.96

Abaoe eo deuet e relegoù da Gastell, hag hiriv emaint e kreiz ar re a gare kement, hag a gare ivez kement anezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.25

» Va bugale, karit ho Mamm, / » Ar Werc’hez sakr eus a Wengamp, / » Karit ho mamm, va bugale, / » Ha c’hwi a vo karet gant Doue. »

1877
Daveenn : EKG.I. p.26

Lezet e veze da labourat e damm douar er c’hiz ma kare, ha zoken da lavaret e oferenn ha da c’hervel e amezeien da zont dezhi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.54

Mar gell an Aotrou manac’h reiñ deomp pep a damm ha pep a wele, me garfe chom amañ da lojañ e-kreiz ar c’hoadoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.58

Me a ya d’hoc’h ambroug betek eno, mar kirit, rak en em goll a rafec’h marteze dre ar gwenojennoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.68

Du-mañ eus ur c’hi hanvet Korsako hag a oar ober brav-kenañ e wele e-mesk ar c’holo ; ma karjen bezañ aet d’ar skol gantañ n’oan ket bet ken nec’het ha ma’z on bremañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.73

Dec’h da noz n’oa nemet ur c’hozh banne soubenn hag un tamm bara sec’h, hag er mintin-mañ, er gamprig vihan-mañ, war an daol, ez eus ur banne soubenn ar c’hik eus ar re wellañ, kig poazhet en dour, kig poazhet en amann, sistr ha gwin da evañ kement ha ma karer.

1877
Daveenn : EKG.I. p.80-81

Kaer ’zo ober, ret ’vo mervel / Pa garo Doue hor gervel ; / Pebezh anken war ho marv, / Pa welfet sklaer hoc’h holl [w]alloù !

1877
Daveenn : EKG.I. p.105

— Lavar ’ta neuze dioc’htu ar pezh ac’h eus da lavaret, rak, gouzout a rez, ni etrezomp kabitened, a gar e ve sentet buan ouzhomp.

1877
Daveenn : EKG.I. p.214-215

An Aotrou Poullaoueg a zo kuzhet, e-kreiz ur bern keuneud, e ti berson Larred. Eno emañ mat a-walc’h evit ur pennad, mes a-barzh nebeut amañ ne vanko ket da vezañ dizoloet, hag e karfe bezañ kaset da Vro-Saoz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.215

Soñjit ar pezh a gerfet, din-me, d’am oad, ho parnedigezh ne ray na tomm na yen.

1877
Daveenn : EKG.I. p.308

Deuont pa garint ar republikaned, evidon-me ne dec’hin ket.

1877
Daveenn : EKG.I. p.252

Hag ouc’hpenn-se, karet a raen ivez e vab Ivonig, paotrig a bevar bloaz eus ar re goantañ, a ouie va anaout hag a furche va godelloù, pa’z aen di, da c’houzout pe graoñ pe avaloù a vije enno.

1878
Daveenn : EKG.II p.36

Aesoc’h c’hoazh e oa din mont dreist ar voger. Setu ar pezh a ris, dre boan, mar kirit, mes mont a c’hellis dreist evelato.

1878
Daveenn : EKG.I. p.40

Me ’garfe e chomfe an drederenn ac’hanomp da zibriñ o zamm amañ war an hent, ha ma tigouezh soudarded Canclaux warnomp, e vezint a-walc’h evit en em zifenn ur pennad, da c’hedal ma vezo ar re all deuet d’o sikour.

1878
Daveenn : EKG.II p.4

— Na peseurt gwall draoù ? Me ’garfe o c’hlevet hag o anaout.

1878
Daveenn : EKG.II p.61

Pep hini a lavaro ar pezh a garo, me n’oan evit goulenn ali ouc’h den, hag a reas va fenn va-unan.

1878
Daveenn : EKG.II p.33

Kentañ a ris a voe evañ ur banne dour. N’oa ket dour mat, mar kirit, rak dour kanol n’oa ken ; mes pa vez sec’hed, pep dour a zo mat.

1878
Daveenn : EKG.II p.24

Ac'hanta ! ma mignon, petra rafes, lâr din, d'un den fall a zeufe da'z ti da zispenn, dirazout, en e gomzoù, ur vamm e teus karet hag a garez kement ?

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Goulennet gant neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo dec'h lâret : Lemmañ kañfard a zo er vro, Yann ar Fluteg e hanv. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e[o] bet gennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellañ, Ho pako 'wecho[ù] da gentañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ha gant ur vouezh kreñvoc’h e lâr : / O ma Jezuz ! O me ho kar ! / Lâret din ur gerig hepken, / Ha ma c’halon a vo laouen.”

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Ma ! kred 'c'hanon, mignon Tomaz, laka fosfat kaoc'h-houarn en douar a giri, ha d'an trenvad a giri, war ar prajo, war ar c'hozhenno, da winizh koulz ha da ed-du.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Nemet da antronoz vintin, / E tro an treo[ù] war an tu-gin : / Chetu Fluteg krenn difunet, / O Yudal ‘vel un den daonet : / “Janed, Janedig, ma fried, / Ma sikouret, mar em c’haret !" /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Me a garfe ka[out]t ur re votoù neve[z]. Evel-se a lâre enni hec’h-unan, Maria Gwazioù deus Lannuon. E-lec’h mont da brenañ, e ti ur bot[a]ouer, e kavas [a]ezetoc’h ha gwelloc’h marc’had, emichañs, trokañ he re gozh ouzh re neve[z] an intañvez Damany, hep gouzout da houmañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

kar, kara

1904
Daveenn : DBFV pg. -a3 (il aime)

karan

1904
Daveenn : DBFV pg. 1. -amb (nous aimons)

Gra a giri

1909
Daveenn : BROU p. 200

grit a garoc'h

1909
Daveenn : BROU p. 200

Amañ ec’h adteui gant da c’hourdadoù, gant emvodadeg-veur gwazed ha merc’hed da ouenn, gant da gerent aet da anaon, gant kement az kar hag a garez.

1923
Daveenn : SKET p.73

Hep mont davet ur ouenn dud all, hep terriñ an disterañ war glanded hor gouenn-ni, e veze kavet, er-maez eus an tiegezh, paotred ha merc’hed yaouank gant kel lies hini a garje kaout kefrisa [...].

1923
Daveenn : SKET p.46

Her mirit en eñvor. Ha, pa ho po koun ac’hanon, damgounait ivez, — amañ e voe he mouezh troet ur predig, — Kadra ha Daga, a zo bet, eveldon-me, keneilezed deoc’h ez vugel hag ho kare evel m’ho karan.

1923
Daveenn : SKET p.105

Evit gwir, ma karfen menegiñ anv hag oberioù rouanez a bep dere, tudoù-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’un hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all [bennak] hec’h astennfe an doueed !

1923
Daveenn : SKET p.140 (p.199 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 140, linenn diwez[h]a[ñ], goude « pegeit-all » staga[ñ] « bennak »).

Na da guzh-heol e vuhez, piv na gar, a-raok mont da gousket, lezel ar c’houn da vleinañ e spered a-us e zevezhioù evurus ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Fall eo ar stumm-ober-se pa garfe harpañ ar gwellaat war ar genwarizi ha neket war vouezh [?] an dlead.

1924
Daveenn : SKET.II p.20, notenn (1)

Mat evit ar paotr a oa ivez Izabel ; ha Bilzig a gare anezhi. Kement hag e vamm-gozh ? Nann. Evelkent e kare anezhi mat, hag he gwaz muioc’h-mui.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Kalon vat en devoa, karantezus e-keñver e vamm, e vreur hag e c’hoarezed ; karet a rae anezho a-greiz e galon : siwazh ! ankouaus e oa [...].

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Ha, war dachenn ledan ar vuhez, piv na gar, ur wech c’hoazh, dibabañ e-touez ar vleunioù dic’hwezh ar [b]leuñvennigou a c’hwezh [v]at, pere o deus sklêrijennet e hent ha sederaet e galon ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Mar karit, me a yelo ivez ganeoc’h ? — Ma ! deus ’ta.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

Ha du-hont, en koad Keraudren, a-is an torrod, a zo gedon ha konifled, pezh a garer.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

Hag evelkent, am c’hredo neb a garo, tamm laouenidigezh ebet ne dennas Bilzig eus degouezh ar barner…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1034 (Gouere-Eost 1924)

— Na karet am mije bet, Gargam, gwelet ac’hanout o neuñv war da barlochoù evel ur c’hi plom !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1092 (Here 1924).

Kadarn ha kreñv, habask ha sentek ez eo-hi ; kenoad eo ganez ha dit e vezo, mar kiri, o Tekos.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

— Errufont pa garfont Saig hag an daou vartolod, pep tra en urzh !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.121

C’hwi ’oar ervat koulskoude penaos ne garan ket ho kwelet o redek, pa vez deuet an noz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.120

karet

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ai (en V. et en C. on donne en abus cette désinence à des verbes qui ne sont pas en -a, comme karai, karei, pour karo il aimera)

gra 'pezh a gari

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a4 (fais ce que tu voudras)

gra a gari

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a4 (fais ce que tu voudras)

karan

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ai (en V. et en C. on donne en abus cette désinence à des verbes qui ne sont pas en -a, comme karai, karei, pour karo il aimera)

Poanius ha glac'harus oa din kimiadiñ diouzh bro va c'havell, dreist-holl, pa garen-hi kement evel ma kar ur bugel e vamm.

1929
Daveenn : SVBV p.13

Pehini eus an tri zi-se eo a garan ar muiañ anezho ? An trede, va zi bihan Kerarmerien, hep ket a var !

1929
Daveenn : SVBV p.18

Petra 'fell deoc'h, me a zo ur meneziad ha, karout a ran kenañ va Menez Are gant e lannegoù alaouret.

1929
Daveenn : SVBV p.14

karet

1931
Daveenn : VALL pg aimer

karout a ra va mad

1931
Daveenn : VALL pg (il veut mon) bien

karet

1931
Daveenn : VALL pg aimer

goude dit (d')o c'harout

1931
Daveenn : VALL pg après (que tu les auras aimés)

e garout a ra hag e ra

1931
Daveenn : VALL pg beaucoup

galvit pezh a gerot

1931
Daveenn : VALL pg beau

Ha ! me ’m bije karet gwelout ac’hanoc’h em plas… [sic, "em flas"].

1944
Daveenn : ATST p.33

Un hoalerezh korfel hepken ; karout a raen ar paotr-se evel em bije karet un dra graet brav, un daolenn livet kaer, un arvest denel turgnet disi, un dremm goant a skede sklerijenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Evit kavout berroc’h an amzer, etre labourioù skrivañ er studi-noter, hag ar weladennoù d’am [arvalien] e marc’had Kallag, e vezen laosket gant ma c’herent da bediñ piv bennak a garen da zont da Garnoet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

Neuze ar baraer, peogwir e oa roue en e di-forn, a lavaras : — « Ma chom prennet ho kenoù bremañ, genoù ar forn a chomo serret ivez, la ! Grit evel ma karit ! »

1944
Daveenn : ATST p.89

Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.

1944
Daveenn : ATST p.12

« Koulskoude, Job, me a garfe e vefemp hon[-]daou war ar memes bag. »

1944
Daveenn : ATST p.94

« Tri c’hant ar vag hag hoc’h eus bet ar front da c’houlenn hanter-kant diganeomp evit un devezh labour pe zaou ? Sell! me ’garfe ez afe dreist skluz ar Prad-Hir, ha goude, da foñs ar stêr. Laer brein ! »

1944
Daveenn : ATST p.109

Lom ha Job pe Job ha Lom, evel ma karit, ne oant ket daou azen, pell ac’hano, mes daou istrogell eus ar re vrasañ, hag un istrogell gant un istrogell all, en em intent atav evit ober labour fall.

1944
Daveenn : ATST p.13

Domaj eo n’emañ ket Herri aze ivez evit trinkañ ganeoc’h, rak Herri a gar kenañ ar sistr hag ar peurrest, hag ur sizhun ’zo n’eo ket bet er gêr.

1944
Daveenn : ATST p.29

Karet he dije gouzout e vije bet pe an Ankoù pe an Anaon, pe al loar en ur feson bennak.

1944
Daveenn : ATST p.53

Koulskoude, kozhañ 'reas, chom a reas dizimez ; ne oa na merc'hetaer na friant, ur paotr dezhañ e-unan, ne gare nemet lenn, labourat, studi, ur paotr pizh, o tastum gwenneg ha gwenneg peadra da brenañ ur garg noter, pa vije achu e c'hwec'h vloaz komis.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

Kement a garan, amañ 'm eus desket er c'harout : ar feiz naturel, ar gredenn eeun, al labour ordinal, an dud izel, ar gwez derv, al lannoù, ar girzhier, ar stêrioù, ar vein-hir, ar chapelioù, hag an holl draoù benniget a vev en o skeud santel.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Al lec'h a garen ar muiañ mont da welout a-vihanik a oa tosenn Sant-Weltaz, tosenn Rozpelem, ha Toull ar boned ruz.

1944
Daveenn : EURW.1 p16

Ma kerit, bugaligoù, e teuiot du-mañ ganin.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Ar bevañs a oa disheñvel diouzh hini Gwengamp ; ne oa ket da glemm, boued aozet-mat, servijet a-c'hiz gran gant mevelien gempenn ; jistr, pep hini pezh a gare, ha gwin da Sul, chokolad da beder eur.

1944
Daveenn : EURW.1 p51

« Mar karit, ma n'hoc'h eus « koresponter » ebet e kêr Sant-Brieg, me a c'houlenno digant ar rener hoc'h aotreiñ da zont da di ma mamm bep Sul kentañ ar miz... »

1944
Daveenn : EURW.1 p54

- Ha gouzout a rez, te, petra eo an dra-se, Karout ? Mousc'hoarzhin a reas al lean, didroidell. - Moarvat ! P'eo ar Garantez lezenn bennañ an Aotrou Krist, hor Salver.

1949
Daveenn : SIZH p.50

- Nemet karout a rafen e virfes ez kerz un dra bennak e koun eus hon darempred a vo bet re verr, siwazh ! hep mar ebet.

1949
Daveenn : SIZH p.51

- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Ober a reas egile un hej d'e skoaz. Ne gare ket nemeur e genvreur, abalamour d'e spered risigner.

1949
Daveenn : SIZH p.44

- Ne garfen ket kenlodañ da galon gant Doue-Holl-C'halloudek. Ur bugel n'out ken, « Virgen Santissima ! ».

1949
Daveenn : SIZH p.46

- O, eo ! O, eo ! emezañ. Gweladennoù am beve[z] gant loenig roz an Aotrou Sant Anton liesoc'h eget e karfen ; ha ne vez ket lorc'h ennon, m'el lavar dit.

1949
Daveenn : SIZH p.54

- Ne garfen ket teurel ar maen kentañ outo. Du-mañ, hervez testeni va daoulagad, - nemet aet omp kuit d'hon unnek vloaz ! - n'am [sic] eus gwelet nemet skouerioù mat, ha merc'hed eus an dereatañ, ha fidel d'o relijion.

1949
Daveenn : SIZH p.53

En laoskomp 'ta, evel ma kar, / War-dro ar bleiz ' zo kastizet / Na noazo ket pa 'z eo tizhet.

1960
Daveenn : PETO p80

Petra 'vire ouzhin da chom / Dieub a-grenn diouzh tud Pariz / Ha stag bepred ouzh Iliz Rom, / An iliz santel a garis.

1960
Daveenn : PETO p34

Gwashaour mar kirit !

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.21

Logod a red er c'hrignol a-us d'ho kwele. Karout a rafec'h bezañ kazh.

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Aet e-biou da c'henoù ar stêr Volta ha Kap Sant Paol en em gaver e pleg-mor ar Benin pe c'hoazh, mar kirit oc'h heuliañ ar pezh a oa "Aod ar Sklaved" hag e tegouezher e rann bobletañ Afrika ar Gornaoueg.

1985
Daveenn : DGBD p20

Fazioù hon eus-ni graet ivez, Kostas. Lezet hon eus anezhi en he roll atav. N'hon eus ket desket dezhi ez eus endalc'hioù ivez, ne ra ket unan ar pezh a gar atav. Kiriek out-te ivez, pa 'c'h eus savet anezhi e-barzh ur goloenn. Arabat mont droug ennout m'hen lavaran dit."

2015
Daveenn : EHPEA p67

Ma tremen ar muntrer gant an drouklazh-se e c'hellimp soñjal e kare droug da gKorasidis e-unan end-eeun. Met ma lazh adarre e talvezo en deus lakaet da vukenn dezhañ ar floderion gemedel ha neuze e c'hellimp ober tachoù da vat.

2015
Daveenn : EHPEA p85

Neuze en em garjont, hep na vefe bet eskemmet grik etrezo, war-bouez ya pe nann a-wechoù, a vouezh izel evel ma vefer oc'h ober ur jestrig gant an dorn, netra all.

2023
Daveenn : DREAM p. 98

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial