Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(goude ur g. perc'h. prl.) I. (db. an dud) 1. [1576, 1850, 1923, 1931, 1949] Paotr pe blac'h a garer ; serc'h. [1576] Hag inkontinant ez teuas un vouezh daveti en un lavaret : [«]Deus ma muiañ-karet ha ma fried, chede an porzh en neñv digoret dit[! »] [1850] Muiañ-karet. [1923] Donedigezh-vat a-berzh da vamm Bena, va fried vuiañ-karet ! [1931] Muiañ-karet. [1949] - Ya ! d'ho kwelout, c'hwi ! - Perak, avat, ken diwezhat ? Ne vez mui den, en iliz, d'an eur-mañ. - Ur garedig n'he deus ket d'ober gant testoù, pa zeu davet he muiañ-karet. [2012] Komz, va muiañ-karet, petra zo degouezhet ? DHS. amourouz, dous, karantez, karedig, mestrez. 2. Impl. da stn. A garer dreist d'ar re all, e-touez tud all dezho an hevelep statud pe renk. [1923] Derkeia a c’hourlammas he c’halon en he c’hreiz oc’h anavezout er c’hozhiad bras-se he zad Matidonnos a zeue eus tir ar re varv bepred bev, evit saveteiñ e verc’h vuiañ-karet. [1923] Derkeia o dalc’has pell stardet war he c’halon ha, p’o gwelas sioulaet, e lavaras dezho : « Mont kuit a renkomp bremañ, va re vuiañ-karet, ha tec’hout diouzh an douar-mañ an trummañ ar gwellañ. [...]». [1943] — « O ! moereb, moereb muiañ-karet ! » a lavaras Job. [1944] Ma barzhed muiañ-karet e saozneg a oa Byron, Swinburn, Samuel Ferguson, Thomas Moore ; e kembraeg, Goronwy Owen, Islwyn, Ceiriog, Mynyddog, Eifion Wynn. II. (db. an traoù) 1. A garer ar muiañ e-touez traoù all dezho an hevelep perzhioù pe rumm. 2. [1944] A garer dreist pep tra. [1944] Kenavo, frankiz muiañ-karet ma bugaleaj ; e oan paket el las. [1949] Va muiañ-karet-me ne c'hell bezañ ha ne vo nemet Hor Mamm Santel an Iliz.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

31. Hag inkontinant ez teuas un vouezh daveti en un lavaret : [«]Deus ma muiañ-karet ha ma fried, chede an porzh en neñv digoret dit[! »]

1576
Daveenn : Cath p.24

muiañ-karet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg muia-karet (maîtresse, celle qu'on aime, qu'on recherche en mariage)

Derkeia o dalc’has pell stardet war he c’halon ha, p’o gwelas sioulaet, e lavaras dezho : « Mont kuit a renkomp bremañ, va re vuiañ-karet, ha tec’hout diouzh an douar-mañ an trummañ ar gwellañ. [...]».

1923
Daveenn : SKET p.108

Derkeia a c’hourlammas he c’halon en he c’hreiz oc’h anavezout er c’hozhiad bras-se he zad Matidonnos a zeue eus tir ar re varv bepred bev, evit saveteiñ e verc’h vuiañ-karet.

1923
Daveenn : SKET p.103

Donedigezh-vat dit a-berzh da dad Manos ! Donedigezh-vat a-berzh da vamm Bena, va fried vuiañ-karet ! Deuet-mat out er vro-mañ ma vevomp enni, en douar gwenvidik-mañ a zo bet pourchaset dit gant madelezh va zad.

1923
Daveenn : SKET p.73

muiañ-karet

1931
Daveenn : VALL pg bien-aimé

— « O ! moereb, moereb muiañ-karet ! » a lavaras Job. — « Petra ’zo, Job ? Pelec’h hoc’h eus kavet an anv brav-se : moereb muiañ-karet ?… Mes petra ’welan ? Stouiñ a rit ho penn, ha c’hwi, Lom, emañ an dour en ho taoulagad ? »

1944
Daveenn : ATST p.30

Kenavo, frankiz muiañ-karet ma bugaleaj ; e oan paket el las.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

Ma barzhed muiañ-karet e saozneg a oa Byron, Swinburn, Samuel Ferguson, Thomas Moore ; e kembraeg, Goronwy Owen, Islwyn, Ceiriog, Mynyddog, Eifion Wynn.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

Barn a rez, hep gouzout. Rak biskoazh n'eo bet dalc'het ganit war da zaoulin ur vuiañ-karet, ha te ouzh he cherisañ, ouzh he strizhañ, o teuziñ hag o veuziñ, hag o vezviñ, e plijadurezh ar pokoù, e bam da ene, betek koll da skiant, diwar re levenez.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Salv e vefe ac'hanon-me da gefrisa ! - O ! o ! a droc'he ar breur Arturo, o virvilhañ. Arabat ! arabat !... Va danvez-pried-me n'eo ket eus ar Bed-mañ. Va muiañ-karet-me ne c'hell bezañ ha ne vo nemet Hor Mamm Santel an Iliz.

1949
Daveenn : SIZH p.57

- Ya ! d'ho kwelout, c'hwi ! - Perak, avat, ken diwezhat ? Ne vez mui den, en iliz, d'an eur-mañ. - Ur garedig n'he deus ket d'ober gant testoù, pa zeu davet he muiañ-karet.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Komz, va muiañ-karet, petra zo degouezhet?

2012
Daveenn : ADULT p. 213

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial