1. Freuz.
Pa erru er gêr e ra karnaj an droukspered : terriñ a ra kement en em gav etre e zaouarn.
Karnaj, trouz a bep tu / leternioù o ruilh war ar ru.
2. Trouz bras.
E-kreiz ar geoded hag he c'harnaj. Tud tennet eus o c'housk gant ar c'harnaj.
&
Trl.
Ober karnaj : ober trouz bras.
An avel hag ar c'hazarc'h a ra karnaj er maez.
&
(impl. da anv unan)
An tarzhoù-mor a ruilhe war an aod hag a rae ur c'harnaj spontus.
3. (db. al loened)
Kriadeg.
Karnaj ar gouelini a zarempred an aodoù.
DHS. tousmac'h.
4. Lazhadeg.
An enebourien a ray skrapadeg goude ar gwall garnaj.