ar c'herrek
Ar garrek
A-barzh nebeut, eus al lec’h ma sone an taolioù-se, e weled o sevel eus a-rez ar mor betek tregont pe daou-ugent troatad en aer, ur c’houlaouenn vras, pe evit lavaret gwell, ur voul-dan, hag a lugerne en ur dreiñ hag en ur zistreiñ, a bep tu, a-gleiz hag a-zehou, atav war-zu an douar, evel pe dije c’hoant da furchañ kement toull kuzh a oa er c’herreg a vir ouc’h ar mor don da zont war an douar bras.
Ar c'haniennoù-mor hol laka da soñjal, ur wech c'hoazh, e kanienn ar C'holorado, ma lamm enni ar stêr oc'h eonennañ a garreg da garreg, pe e stêrioù bras -Tsang Po, Irawaddi, Salwen, Mekong, Yang Tse- a zo o tilammat, war vevenn Tibed ha Bro-Sina, eus daskompezennoù uhel Kreiz-Azia da vroioù ar Reter-Pellañ dre vroioù hanterzianav pe beurzianav c'hoazh.
Ha setu ma adwelen adarre traonienn ar Wilun, milin ar Boel gant ar c'herreg maen sklent, liv ar gwad, en daou du d'ar stêr.
Mots précédents
Mots suivants
karregad