Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Lodenn galet ar c'hondon. Toullañ betek ar garreg. Ar bez-se, toullet er garreg, a oa nevez. An douar a grenas, ar garreg a frailhas. Diazezet eo an ti war ar garreg. Aze n'eus ken karreg. HS. karregenn, maen. 2. (db. al loened) Kog*-karreg. II. B. 1. Tolzenn vaen vras er mor, er stêrioù pe war an douar. Ur garreg lark er mor. Tarzhioù-mor o tourtal ar c'herreg. eno ez eus e-leizh a gerreg. Amañ eo bas ar garreg. Ur regennad kerreg. & Karreg-kleuz : mougev. & Karreg-tarzh : a zeu ar gwagennoù da darzhañ warni. 2. (db. al loened) Kog*-kerreg.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

kerreg

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ecueil, carrec p.

karreg

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ecueil

beg karreg

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bec (carrec)

kerreg

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rocher p.

beg ur garreg

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pointe (d'vne roche)

Neb na sent ket ouzh ar stur, / Ouzh ar garreg a ray sur.

1732
Daveenn : GReg pg gouvernail (Il faut bien se servir du gouvernail , ou briser contre les rochers, prov. breton.)

karreg

1732
Daveenn : GReg pg écueil (rocher dans la mer)

kerreg

1732
Daveenn : GReg pg écueil (rocher dans la mer. p.)

Neb ne sent ket ouzh ar stur, ouzh ar garreg a ra sur

1732
Daveenn : GReg pg (qui ne gouverne pas bien son Vaisseau, échouë contre les) écueils

leun a gerreg hag a draezhennoù

1732
Daveenn : GReg pg (plein) d'écueils

digeflusk eo evel ur garreg

1850
Daveenn : GON.II pg digéflusk

beg ar garreg

1850
Daveenn : GON.II pg bék ou bég (la pointe du rocher).

Enez-Eusa a zo diwallet gant ar c'herrek.

1850
Daveenn : GON.II p.60, livre second, "L'île d'Ouessant est défendue par les rochers".

ar c'herrek

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "les rochers".

Ar garrek

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "le rocher".

Skoet en deus al lestr war ar garrek.

1850
Daveenn : GON.II pg karrek (Le vaisseau a donné sur le rocher).

Leun eo ar mor-mañ a gerrek.

1850
Daveenn : GON.II pg karrek (Cette mer est pleine d'écueils).

kerreg

1850
Daveenn : GON.II pg karrek (Ecueil. Rocher dans la mer ou près de la mer. Pl.)

karreg

1850
Daveenn : GON.II pg karrek, roc'h (Ecueil. Rocher dans la mer ou près de la mer).

Bremañ hep karantez / Kalz a dud a zimez, / Hag a-benn daou zervezh / Ma vez bet an eured, / Bagig an daou bried, / Gant arnev ha gwall vor, o tont da zisturiañ, / A sko oc'h ar c'herreg hag a ya d'ar oueled.

1867
Daveenn : MGK p58

Mor a oa da dreuziñ / Ha poanioù da dec'het : darbet dezho beuziñ / El lec'h m'oa bet o lestr oc'h ar c'herreg torret, / Ar pevar den kaezh-mañ, o c'horf outo broustet, / A bakas douar d'o zreid en un enezenn vras.

1867
Daveenn : MGK p78

Ha neuze, un dervezh ma vezo deiziadet ganeomp, e lavarin dezhañ en em wiskañ evel un den diwar ar maez, ha mont, pa vezo noz, d’am gedal war beg karreg Melgorn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.217

Lestrig, digor prim da ouelioù, / Dinec’h, nij skañv dreist ar c’hoummoù : / Mestr bras ar mor da ziwallo / Kreiz ar gerrek, an arnev.

1877
Daveenn : EKG.I. p.28

A-barzh nebeut, eus al lec’h ma sone an taolioù-se, e weled o sevel eus a-rez ar mor betek tregont pe daou-ugent troatad en aer, ur c’houlaouenn vras, pe evit lavaret gwell, ur voul-dan, hag a lugerne en ur dreiñ hag en ur zistreiñ, a bep tu, a-gleiz hag a-zehou, atav war-zu an douar, evel pe dije c’hoant da furchañ kement toull kuzh a oa er c’herreg a vir ouc’h ar mor don da zont war an douar bras.

1877
Daveenn : EKG.I. p.95

pa vez diaes ar mor, ar rekas ouzh ar garrek

1909
Daveenn : BROU p. 391

da vaez d'ar garreg

1909
Daveenn : BROU p. 391 (au large du rocher)

Hepdale, du-mañ du-hont eus goueled ar mor e tiguzhas ur c’herreg bennak ma tarzhas outo an tonnoù oc’h eonenniñ, hag e voe tro enezennoù a c’hlazennas hag en em c’hourizas a skoselloù.

1923
Daveenn : SKET p.29

O gwelout a rejont o klask kregiñ-mor war ar c’herreg hag er poulladoù war-lerc’h al lanvezh, hag en em vevañ diouto ; o tastum tammoù keuneud diwar ar peñseoù taolet d’an aod gant ar gwagennoù hag enaouiñ un tan anezho war ur roc’h e-harz an tornaod, ha hi bepred he fenn a-us d’al lanv-mor.

1923
Daveenn : SKET p.114

Amañ, du-hont, tier ar besketaerien, hadet e-touez ar gerreg, war ribl an traezh, ha, kuzhet gant delioù ur bodad tilh, tier ar valtouterien ha kazarn ar soudarded.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

An ti a oa tostik da hini Izabel, e-harz ur garreg vras.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

Lesanvet [e] oa an Turluter-aod, atav o turmuch er gourlen pe er [c'h]errigi, o peñseal e-touez ar bezhin disol.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Tostaat a reont d’ar bord. Savet an daou vartolod en o sav. Kra… a… a… ak… ak… ak ! ! Diaraok ar vag vihan a dourt beg ur garregig, ar Garreg-du.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1091 (Here 1924).

— Daoust hag hi a vefe krog en ur garreg bennak ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.109

— Krog out er garreg. — ’Gav ket d’in. Bezhin moarvat, ur sac’had bezhin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.110

Diskennet an daou archer war ar garreg. Pell int bet oc’h en em [z]ibabañ e-touez ar c’herreg hag ar bezhin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.131

Pa savas war ar pont, e welas ar Vran entre div garreg uhel : unan anezhe a roe skoazell d’ar Vran eus tu ar maez hag he devoa miret na vije bet dismantret krenn gant an taolioù-mor ; eben a dorre nerzh an avel diwar an douar.

1925
Daveenn : BILZ2 p.173

Ar c'haniennoù-mor hol laka da soñjal, ur wech c'hoazh, e kanienn ar C'holorado, ma lamm enni ar stêr oc'h eonennañ a garreg da garreg, pe e stêrioù bras -Tsang Po, Irawaddi, Salwen, Mekong, Yang Tse- a zo o tilammat, war vevenn Tibed ha Bro-Sina, eus daskompezennoù uhel Kreiz-Azia da vroioù ar Reter-Pellañ dre vroioù hanterzianav pe beurzianav c'hoazh.

1943
Daveenn : TNKN p58

Tra ma noazo outañ ken e gure fall, / Hor peuriñ 'vo ken berr ha gant saout ar menez / Dalc'hmat o lipat mein hag o krignat ar brug / E-touez ar c'herreg noazh hag al lann gouez a lug.

1960
Daveenn : PETO p32

Ha setu ma adwelen adarre traonienn ar Wilun, milin ar Boel gant ar c'herreg maen sklent, liv ar gwad, en daou du d'ar stêr.

1985
Daveenn : DGBD p9

Notennoù studi

E geriadur an Tad Maner e rankje stumm lies carrec (karreg) bezañ bet skrivet querrec. Ar stumm querrer, a seblant bezañ ur fazi neuze a gaver da heul ar pennger gallek rocher.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial