V.k.e.
I.
A.
1. [1659, 1732, 1850, 1867, 1909, 1927, 1931, 1944, 1960, 1985, 2015] Disklêriañ, reiñ da anavezout udb. a glasked kuzhat a-raok, dirak testoù.
[1659] Anzav. [1659] Anzavet.
[1732] Mankout da anzav. [1732] Chom hep anzav.
[1850] Anzavit ar wirionez, ne c'houlenner ken diganeoc'h.
[1909] Anzav. [1927] Anzav. [1931] Anzav.
[1960] Met outañ sot a-walc'h da anzav n'on ket bet / Kement a ouzon-me diwar-benn boued ar groug.
[2015] Marteze e pede ar marv dezhañ, evel he deus anzavet, met, m'he dije kaset he mennad da benn he dije graet daouzek vloaz 'zo ha n'eo ket bremañ paz eo kemmet he buhez gant un eil gwaz.
Ne voe ket pell oc'h anzav ar wirionez. Anzav e bec'hedoù, ur fazi.
&
Anzav udb. ouzh ub. : plegañ da lavaret ar wirionez dezhañ.
[1924] [O]uzh den n’en deus anzavet ar mennozioù o devoa d’ar c’houlz-se trubuilhet e spered hag e ene…
2. Ent strizh
[1732, 1927, 1931, 1944] Disklêriañ un drougober, un torfed bnk.
[1732] Ur c'hriminal a anzav e dorfed en em gondaon e-unan. [1732] Ur c'hriminal a anzav e dorfed en em varn e-unan. [1732] Kontragnet eo bet da anzav e laeroñsi.
[1927] Anzav. [1931] Anzav. [1944] — « Penaos 'ta ? Kouezhet er puñs. Gaouiad ! Anzavit 'ta hoc'h eus stlapet anezhi er puñs, maleüruz bihan. »
Anzavet en deus muntr e amezeg. Lakaat ur ribler da anzav e laeroñsioù. Anzav e wall.
HS. diskuliañ.
3. RELIJ.
[1732, 1850, 1927] Disklêriañ e bec'hedoù d'ur beleg.
[1732] Anzav.
[1850] Anzav.
[1927] Anzav.
HS. kofesaat.
B. [1732, 1850, 1927, 1960] Embann.
[1732] Anzav.
[1850] Anzav.
[1927] Anzav. [1960] Daoust ma'z eo kalet an urzhiadur nevez, / E vefe mat anzav ha teurel evezh / Eo bet, gant tud poellek, aozet ha reizhet, / Tud n'eo o spered na pounner na seizet.
Da vare ar Romaned ne grede ket an dud anzav e oant kristenien. Nag a wech eo bet anzavet ar wirionez-se.
II.
A.
1. [1732, 1850, 1867, 1943, 1960, 2015] Degemer (udb.) da wir.
[1732] Anzav.
[1850] Anzav.
[1867] Hogen ar brezhoneg a gomzed e Kerzaoulaz, evitañ da vezañ, evel ma welit, bravoc'h eget hini an dudjentil kouzhet diouzh lost ar c'harr, ne oa ket atav dinamm a-grenn. En anzav a rae an aotrou.
[1943] Evit d'an douaroniezh bezañ bet resisaet he fal hag he hentoù gant an hevelep mestr, ez eo ret anzav n'o deus ket ar vrezhonegerion pleustret kalz warni. [1960] Ar re 'ra droug, an dud a noaz / 'Gaser da get, hervez ar boaz. / Anzavit n’eo ket levenez / Bez' taolet en dienez. [1985] Ret eo anzav evelato o deus gouezet Marokiz lakaat brud en-dro d'o labourioù lêr ha d'o fallennoù.
[2015] Abalamour ma skoomp gant o zuioù gwan (o gevier, o sekredoù vil, o itrikadennoù n'int ket evit anzav, o dispignoù pompadus ha kement zo...) e kollont kred e-keñver o fratikoù, o dilennerien, o c'henseurted er broioù all, ha betek o c'herent hag o mignoned.
Anzav e baourentez. Sellit ouzh hoc'h oberoù hag anzavit ez int dister. Anzav ar wirionez : degemer udb. da wir goude bezañ bet faziet.
&
Ent krenn
[2012] Rankout anzav.
[2012] Daoust da'm damant da drivliadoù ho mestr, ha d'an amzivin a-zivout an notenn-se, a hañval prouiñ ez eo bev bepred, e rankan anzav ez zo va dever terriñ an nor ha mont tre da welout.
Anzav a ranker.
&
Trl.
Tevel zo anzav : chom mut, dilavar a dalvez kretaat.
2. Lakaat udb. da reizh, hervez pennaennoù ar gwir.
Ar pennadurezhioù a anzav gwirioù an den.
3. Trl.
Anzav ur bugel : lakaat ur bugel war e anv.
Anzavet en deus mab e wreg.
B. Trl.
[1944] Anzav (ub.) da : degemer (ub.) evel.
[1944] « Ar gorre [eus an douar] a zo dit hag a vezo dit ha da'z rumm, gant ma anzavi ac'hanon da aotrou, ha ma paei din pe da'm gouarnour ul leve bloaziek. »
Hogen ar brezhoneg a gomzed e Kerzaoulaz, evitañ da vezañ, evel ma welit, bravoc'h eget hini an dudjentil kouzhet diouzh lost ar c'harr, ne oa ket atav dinamm a-grenn. En anzav a rae an aotrou.
Hogen ar brezoneg a gomzet e Kerzaoulaz, evit-han da veza, evel ma welit, bravoc'h eget hini ann dud-jentil kouezet dioc'h lost arc'harr, ne oa ket ato dinamm a-grenn. hen anzao a rea ann aotrou
1867
Référence :
MGK
Rakskrid VIII
En amzer gozh, ar veleien a yoa karet ha doujet gant kement hini a anzave bezañ kristen mat.
Enn amzer goz, ar veleien a ioa karet ha doujet gand kement hini a anzave beza kristen mad.
1877
Référence :
EKG.I.
p.293
Doue a oar gwell egedomp ar pezh a zo ar gwellañ evit hor brasañ mad ; ret eo en anzav, n’eus forzh peger kriz e c’hellfe bezañ d’hor c’halon, n’eus forzh pegement e ve a-enep hor c’hoant hag hor faltazi.
Doue a oar guell egedomp ar pez a zo ar guella evit hor brasa mad ; red eo he anzao, n’euz forz peger kriz e c’helfe beza d’hor c’haloun, n’euz forz pegement e ve a enep hor c’hoant hag hor faltazi.
1877
Référence :
EKG.I.
p.36
Gouzout a ran n’emaoc’h ket a-du ganeomp-ni, kristenien Breizh-Izel, hag emaoc’h bremañ e doare da ober poan din, evelato ec’h anzavan ar wirionez ouzhoc’h.
Gouzout a ran n’emaoc’h ket a du ganeomp-ni, kristenien Breiz-Izel, hag emaoc’h breman e doare da ober poan d’ign, evelato ec’h anzavan ar virionez ouzoc’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.194
P’edon etre unnek eur hag hanternoz, va-unan, e-tal tour Berven, pevar alc’houez, daou fall anezho, etre va daouarn, ez ae buanoc’h ar soñjoù dre va fenn, hag e teue tammoù enkrez din, hag e krene va izili, ret eo hen anzav.
P’edon etre unnek heur hag hanter-noz, va-unan, e tal tour Berven, pevar alc’houez, daou fall anezho, etre va daouarn, ez ea buannoc’h ar sonjou dre va fenn, hag e teue tammou enkrez d’ign, hag e krene va izili, red eo hen anzao.
1878
Référence :
EKG.II
p.123
Amañ e rankan anzav ouzhoc’h un dra hag en deus graet kalz a boan d’an holl dud a galon e Breizh ; n’her lavaran nemet en ur ruziañ gant ar vezh.
Aman e rankan anzao ouzoc’h eun dra hag en deuz great kals a boan d’an oll dud a galoun e Breiz ; n’her lavaran nemed en eur ruzia gand ar vez.
1878
Référence :
EKG.II
p.147
— Anzavit ouzhin, eme Viel en ur vousc’hoarzhin, oc’h deuet amañ, en enezenn-mañ, da glask kogn da guzhet, pe bag da vont da Vro-Saoz.
— Anzavit ouzign, eme Viel en eur vousc’hoarzin, oc’h deuet aman, enn enezen-ma, da glask kougn da guzet, pe bag da vont da Vro-Zaoz.
1878
Référence :
EKG.II
p.194
[A]otro[u] person, dirazoc’h ‘zo / Ur gwall skraper, mar zo er vro, / ‘Met, an dro-mañ, ec’h anzavan, / 'C’h e[o] me ‘zo rasket ar muiañ : /
Otro person, dirazoc’h ‘zo / Eur gwall skraper, mar zo er vro, / ‘Met, an dro-man, ec’h anzavan, / C’h e me ‘zo rasket ar muian : /
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Ret eo din en anzav, ar furnez a gomz drezout.
Red eo d'in hen anzav, ar furnez a gomz dreizout.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
anzav
anzao
1909
Référence :
BROU
p202 (Aveu, avouer)
Nikun n’eus gouezet, rak ouzh den n’en deus anzavet ar mennozioù o devoa d’ar c’houlz-se trubuilhet e spered hag e ene…
Nikun n’eus goueet, rak ouz den n’an neus anzavet ar mennoziou o devoa d’ar c’houlz-ze trubuilhet e spered hag e ene…
— Ar vadeziant, goude ar c’huzh-heol, evelato, Marc’harid, c’hwi ’oar, badeziant ar re vastard. An interamant, n’ouzon ket, evelato… Marv hep anzav he fec’hed, marv hep sakramant !… Skouer fall d’an holl verc’hed yaouank… skouer fall d’an holl dud ar barroz.
— Ar vadeziant, goude ar c’huz-heol, evelato, Marc’harid, c’houi ’oar, badeziant ar re vastard. An interamant, n’ouzoun ket, evelato… Maro hep anzav he fec’hed, maro hep sakramant !… Skouer fall d’an holl verc’hed yaouank… skouer fall d’an holl dud ar barroz.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)
Chalet, chalet ne oa ket ivez Janedig ret eo hen anzav da fritañ paourentez, war oaled ar briadelezh, gant un druilhad bugale mic’hiek peg eus he c’hazekenn.
Chalet, chalet ne oa ket ive Janedig red eo hen anzav da frita paourente, war oaled ar briadelez, gant eun druilhad bugale mic’hiek peg eus he c’hazekenn (2).
Evit d'an douaroniezh bezañ bet resisaet he fal hag he hentoù gant an hevelep mestr, ez eo ret anzav n'o deus ket [sic, pleustret] ar vrezhonegerion pleustret kalz warni.
1943
Référence :
TNKN
p7
— « Pelec’h eo chomet al Lom-se ? » emezañ dezhañ e-unan. « Me ’zo sur emañ er gêr o lavarout d’e c’hoarezed ar c’hontrol eus ar pezh am eus anzavet. »
1944
Référence :
ATST
p.71
« Ar gorre [eus an douar] a zo dit hag a vezo dit ha da'z rumm, gant ma anzavi ac'hanon da aotrou, ha ma paei din pe da'm gouarnour ul leve bloaziek. »
« Ar gorre [eus an douar] a zo d'it hag a vezo d'it ha d'az rumm, gant ma anzavi ac'hanoun da Aotrou, ha ma paeo d'in pe d'am gouarnour eul leve bloaziek. »
1944
Référence :
EURW.1
p9
— « Penaos 'ta ? Kouezhet er puñs. Gaouiad ! Anzavit 'ta hoc'h eus stlapet anezhi er puñs, maleüruz bihan. »
— « Penaos 'ta ? Kouezet er puñs. Gaouiad ! Anzavit 'ta hoc'h eus stlapet anezi er puñs, maleürus bihan. »
1944
Référence :
EURW.1
p21
Eus ar Blaenau, ez ejomp da Llanroust [Llanrwst], da zemata an Tad Trebaol, a oa ur mision katolik gantañ eno, hag a anzavas ouzhimp en doa nebeut-tre a ziskibien.
Eus ar Blaenau, ez ejomp da Llanroust, da zemata an Tad Trebaol, a oa eur mision katolik gantañ eno, hag a añzavas ouzimp en doa nebeut-tre a ziskibien.
1944
Référence :
EURW.1
p.174
Bep gwener d'abardaez, e vez bodet, hervez ar Reolenn, an holl zanvez-leaned hag ar vreudeur-lik e chapel ar gouent evit «anzav » a vouezh uhel, dirak an holl, hag a-youl-kaer [sic], un torr pe dorrig d'ar Reolenn.
1949
Référence :
SIZH
p.59
- Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel. Hogen, ma anzavin ouzhit, me n'eo ket gant va diantegezh em beve[z] nec'h ar muiañ ; gant va ourgouilh, ne lavaran ket. Me 'zo ken bras va lorc'h gant ar soñj e vin beleg ha manac'h, m 'am beve[z] aon da gouezhañ e pec'hed ar spered.
1949
Référence :
SIZH
p.54
Daoust ma'z eo kalet an urzhiadur nevez, / E vefe mat anzav ha teurel evezh / Eo bet, gant tud poellek, aozet ha reizhet, / Tud n'eo o spered na pounner na seizet.
Daoust ma 'z eo kalet an urziadur nevez, / E vefe mat anzav ha teurel evez / Eo bet, gant tud poellek, aozet ha reizet, / Tud n'eo o spered na pounner na seizet.
1960
Référence :
PETO
p17
Ar re 'ra droug, an dud a noaz / 'Gaser da get, hervez ar boaz. / Anzavit n’eo ket levenez / Bez' taolet en dienez.
Ar re ' ra droug, an dud a noaz / ' Gaser da get, hervez ar boaz. / Anzavit n'eo ket levenez / Bez taolet en dienez.
1960
Référence :
PETO
p31
Met outañ sot a-walc'h da anzav n'on ket bet / Kement a ouzon-me diwar-benn boued ar groug.
Met outañ sot a-walc'h da anzav n'on ket bet / Kement a ouzon-me diwar-benn boued-ar-groug.
1960
Référence :
PETO
p33
Ret eo anzav evelato o deus gouezet Marokiz lakaat brud en-dro d'o labourioù lêr ha d'o fallennoù.
1985
Référence :
DGBD
p13
"Poole" a eilgerias an noter, "mar lavarit se, ez eo va dever gwiriañ. Daoust da'm damant da drivliadoù ho mestr, ha d'an amzivin a-zivout an notenn-se, a hañval prouiñ ez eo bev bepred, e rankan anzav ez zo va dever terriñ an nor ha mont tre da welout.
2012
Référence :
DJHMH
p.68
Marteze e pede ar marv dezhañ, evel he deus anzavet, met, m'he dije kaset he mennad da benn he dije graet daouzek vloaz 'zo ha n'eo ket bremañ paz eo kemmet he buhez gant un eil gwaz.
2015
Référence :
EHPEA
p59
Abalamour ma skoomp gant o zuioù gwan -o gevier, o sekredoù vil, o itrikadennoù n'int ket evit anzav, o dispignoù pompadus ha kement zo...- e kollont kred e-keñver o fratikoù, o dilennerien, o c'henseurted er broioù all, ha betek o c'herent hag o mignoned.
2015
Référence :
DISENT
p157
Goude bezañ kantreet ur c'hardeur bennak dre straedoù teñval-sac'h e anzavas en doa kollet e hent.
2023
Référence :
DREAM
p. 90
Note d'étude
Stummoù krennet "anzaff" hag "anzaffout" eo "aff" hag "affout", a gaver e geriadur Gregor.