anzavet
anzav
Evit d'an douaroniezh bezañ bet resisaet he fal hag he hentoù gant an hevelep mestr, ez eo ret anzav n'o deus ket [sic, pleustret] ar vrezhonegerion pleustret kalz warni.
— « Pelec’h eo chomet al Lom-se ? » emezañ dezhañ e-unan. « Me ’zo sur emañ er gêr o lavarout d’e c’hoarezed ar c’hontrol eus ar pezh am eus anzavet. »
Bep gwener d'abardaez, e vez bodet, hervez ar Reolenn, an holl zanvez-leaned hag ar vreudeur-lik e chapel ar gouent evit «anzav » a vouezh uhel, dirak an holl, hag a-youl-kaer [sic], un torr pe dorrig d'ar Reolenn.
- Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel. Hogen, ma anzavin ouzhit, me n'eo ket gant va diantegezh em beve[z] nec'h ar muiañ ; gant va ourgouilh, ne lavaran ket. Me 'zo ken bras va lorc'h gant ar soñj e vin beleg ha manac'h, m 'am beve[z] aon da gouezhañ e pec'hed ar spered.
Ret eo anzav evelato o deus gouezet Marokiz lakaat brud en-dro d'o labourioù lêr ha d'o fallennoù.
Kaer 'm eus avat sellout ha digejañ, en ur heuliañ gant ma biz, ne zeuan ket a-benn da gompren... ha koulskoude eo galianeg ar yezh-se, ha galianeg eo ar yezh am eus desket - un tammig war an diwezhadoù, evel-just, evel-just, ken em bevez poan a-wechoù, ur vezh eo din en anzav, o fistilhat gant mammoù-kozh Poull-Kanapetos.
"Poole" a eilgerias an noter, "mar lavarit se, ez eo va dever gwiriañ. Daoust da'm damant da drivliadoù ho mestr, ha d'an amzivin a-zivout an notenn-se, a hañval prouiñ ez eo bev bepred, e rankan anzav ez zo va dever terriñ an nor ha mont tre da welout.
Abalamour ma skoomp gant o zuioù gwan -o gevier, o sekredoù vil, o itrikadennoù n'int ket evit anzav, o dispignoù pompadus ha kement zo...- e kollont kred e-keñver o fratikoù, o dilennerien, o c'henseurted er broioù all, ha betek o c'herent hag o mignoned.
Marteze e pede ar marv dezhañ, evel he deus anzavet, met, m'he dije kaset he mennad da benn he dije graet daouzek vloaz 'zo ha n'eo ket bremañ paz eo kemmet he buhez gant un eil gwaz.
Goude bezañ kantreet ur c'hardeur bennak dre straedoù teñval-sac'h e anzavas en doa kollet e hent.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
anzav