Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.
[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.
« O c’hoari kartoù, ha c’hoazh em eus gounezet ur skoed hag ur gwenneg. » — « Ha kollet evit daou skoed yec’hed ! Job a oa ivez ganeoc’h ? » — « Job a oa ganin, ha gounezet en deus ivez eizh pe nav real. »
Deut an teñval en em sache evel bemdez, an holl er "popote", an eil war-lerc'h egile, evit kontañ kaoz en ur evañ un dra bennak, pe c'hoazh lenn, pe c'hoari c'hartoù.
Er rann-se eus al lestr eo e santer moarvat ar muiañ eo emeur divroet: ar butun hag ar c'hartoù c'hoari a vez gwerzhet marc'had-mat, kuit a wirioù, hag ar "whisky-Perrier" a vez evet gant plijadur.
Mots précédents
Mots suivants
kartouchierenn