Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Str. 1. Pezhioù karton skouergornek pep a zremm pe a arouezenn(où) diforc'h warno, a dalvez d'an dud evit c'hoari. Ar pevar rummad kartoù (keur, karo, pikez, treflez). Anvioù ar c'hartoù (born, roue, damez, lakez). C'hoari kartoù, c'hoari 'r c'hartoù. Meskañ, mellañ ar c'hartoù. Reiñ ar c'hartoù : o ingalañ etre ar c'hoarierien. & Taol(ig) kartoù : pad ma c'hoarier. & C'hoari gartoù, pakad kartoù : hollad ar c'hartoù a liv hag a dalvoudegezh liesseurt rekis evit c'hoari. Ur c'hoari 32 gartenn, 52 gartenn. & Ur re gartoù : ur c'hoari gartoù. 2. Trl. skeud. Kouezhañ a ra brav ar c'hartoù en e zaouarn : bez' emañ pep tra gantañ evit ma rafe berzh, evit ma'z afe an trec'h gantañ. II. G. (war-lerc'h ar gm. a.) C'hoari gartoù. Setu amañ ur c'hartoù nevez-flamm. Degasit ur c'hartoù ma vo c'hoariet un taol.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hoarioù kartoù

1732
Daveenn : GReg pg carte (jeu de cartes)

c'hoari 'r c'hartoù

1732
Daveenn : GReg pg carte (joüer aux cartes)

kartoù

1732
Daveenn : GReg pg carte (à joüer)

c'hoari da ar c'hartoù

1732
Daveenn : GReg pg carte (joüer aux cartes)

c'hoariet 'r c'hartoù

1732
Daveenn : GReg pg carte (joüer aux cartes)

c'hoariet da ar c'hartoù

1732
Daveenn : GReg pg carte (joüer aux cartes)

c'hoari kartoù

1732
Daveenn : GReg pg carte (jeu de cartes)

Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

kouezhañ a ra brav ar c'hartoù em daouarn

1931
Daveenn : VALL pg atout

Ne oa ket par d'ar C'horio-se da c'hoari troioù fizik, d'an noz goude koan, da dennañ planedennoù gant kartoù, da zibunañ rimoustadennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Gant ur bilhed a vil lur e prenas Olier Sagory, an teñzorer, ur bern kasedadoù evaj, gwer, asiedoù, c'hoarioù kartoù ha dominoioù, damieroù hag all...

1944
Daveenn : EURW.1 p.163

« O c’hoari kartoù, ha c’hoazh em eus gounezet ur skoed hag ur gwenneg. » — « Ha kollet evit daou skoed yec’hed ! Job a oa ivez ganeoc’h ? » — « Job a oa ganin, ha gounezet en deus ivez eizh pe nav real. »

1944
Daveenn : ATST p.70-71

Deut an teñval en em sache evel bemdez, an holl er "popote", an eil war-lerc'h egile, evit kontañ kaoz en ur evañ un dra bennak, pe c'hoazh lenn, pe c'hoari c'hartoù.

1985
Daveenn : DGBD p195

Er rann-se eus al lestr eo e santer moarvat ar muiañ eo emeur divroet: ar butun hag ar c'hartoù c'hoari a vez gwerzhet marc'had-mat, kuit a wirioù, hag ar "whisky-Perrier" a vez evet gant plijadur.

1985
Daveenn : DGBD p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial