Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. Mont kuit buan. Ma'z pije gwelet ar merc'hed o karzhañ. Pa zeuy an heol da darzhañ e ray d'ar glav karzhañ. Hast buan karzhañ d'ar gêr ! & Trl. skeud. Bezañ ar vouch o karzhañ etre ub. hag ub. all : bezañ jeu etrezo a-zevri. Karzhañ a ra ar vouch etrezo. DHS. tec'hel. HS. diskampañ, skampañ, skarañ. 2. (db. an dilhad, an danvez) Koll al loustoni zo warnañ, pa vez gwalc'het. Ar c'hoton ne garzh ket kement hag al lien. An dilhad-mañ a garzh buan. II. V.k.e. 1. Lakaat (ul lec'h bnk.) da vezañ distrobet, diac'hubet. Karzhañ a reas ar vro a gement tra en doa servijet da enoriñ an idoloù. Me a garzho an douar diouzh kement den zo war e c'horre. HS. riñsañ. 2. Dre ast. Lemel ar saotr, al loustoni, an dilerc'hioù h.a. eus udb. Karzhañ e zent. Karzhañ kraou ar saout. Ar merc'hed a oa o karzhañ ar stank. & Trl. Karzhañ e c'houzoug : skarzhañ* e c'houzoug. & Trl. skeud., pemdez (db. an evned) Karzhañ e revr : dozviñ. Ma yar gozh zo bet du-se o karzhañ he revr. DHS. distankañ. 3. Ent strizh (db. ar c'hefluskerioù) Skarzhañ. HS. skarzhañ.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

karzhañ

1850
Référence : GON.II pg karza (Racler. Nettoyer. Purifier. Ramoner. plus particulièrement en parlant de l'enlèvement du fumier des étables et des chemins), navein, nétaat

karzhet

1850
Référence : GON.II pg karza (Racler. Nettoyer. Purifier. Ramoner. plus particulièrement en parlant de l'enlèvement du fumier des étables et des chemins. Part.)

Karzhit troad ma freilh.

1850
Référence : GON.II pg karza (Raclez le manche de mon fléau).

O karzhañ emañ ar gwazed.

1850
Référence : GON.II pg karza (Les hommes sont occupés à enlever les fumiers).

Ret eo din karzhañ ar vro eus an orin dud-se.

1877
Référence : EKG.I. p.143

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux