Glaoda vihan a voe kaset d'ar skol da Vontroulez, da di ar Breudeur : war e zaouzek vloaz, e voe lakaet war al latin e Kloerdi Kastell-Paol.
Yen-daonet e oa, pa lavaran, o vezañ ma lovee tro-war-dro en donvor ur bern skorngrec’hioù, darn diouto ken uhel, dimp da welout hag ar C’hreiz-kêr e Kastell-Paol, ha gant ar c’hast avel a rae, tu ebet ne gavjomp ar mintin-se da seniñ d’ar Saozon nag ar God save the king nag ar Marseillaise, rak kerkent ha ni o paourantiñ war ar pont, skornañ a reas an eoul hag an dour e ribouleroù ar binvioù kouevr.
Tour iliz ar Folgoad - unan all eus ilizoù hollgaret an dug Yann V -, hag a oa mennet sevel anezhañ diouzh patrom tourioù iliz-veur Kastell da zigentañ, a voe cheñchet an tres anezhañ da zegas patromoù deuet war-wel ouzh tourioù Kemper : kurunennet e voe gant garidoù diavaez dindan ar beg-tour evel e penniliz Kernev ha diwar he skouer ivez e voe gwisket kornioù an tour gant skoazennoù pikernek kement ha diaraogiñ fuadenn piramidenn ar beg-tour.
Menegiñ a ranker abati Boporzh, nevioù ilizoù-meur Dol ha Kastell ma vleugn ar goteg war an ton bras.
[...] bihan eo iliz-veur Kemper, diouzh muzul ar pep brasañ eus ilizoù kempred Europa. Kaeroc'h 'zo, nebeut a zibrad 'zo dezhi en diabarzh. Hag hi uhelikoc'h eget he c'henseurtezed a Vreizh, n'eus etre begel ar volz uhelañ hag al leur, nemet ugent metr (evel e Dol, met n'eus ken triwec'h metr e Landreger ha c'hwezek e Kastell-Paol).
Mots précédents
Mots suivants
kastelodenn