Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

Kastell-Paol

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (S.) Paul de Leon

en tu-mañ da Gastell-Paol

1732
Daveenn : GReg pg deça (Saint Paul de Leon)

Me a chom e Kastell-Paol, hag eñ e Alre

1732
Daveenn : GReg pg (je) demeure (à S. Paul, & lui à Auray)

etreze Pariz, war-zu, Kastell-Paol

1732
Daveenn : GReg pg devers (Paris, devers Saint Paul de Leon)

Nann, her lavaret a ran, ne oufe den, nemet her gwelet en defe, anaout ar vad a reas deomp merc’hed deuet gant o zud eus a Gastell, a Rosko, a Enez-Vaz, a Blougouloum, a Blouenan, etc.

1877
Daveenn : EKG.I. p.292

Kalz soudarded am beus kollet, rak, hen anzav a rankan, tud ar vro-mañ en em gann gant kalon ; ne dec’hont ket evit un tenn na daou, deuet int war hor lerc’h betek e kêr Gastell zoken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.311

Gant an Aotrou de la Marche, eskop Kastell, ec’h en em gavas gwashoc’h c’hoazh, rak ouc’hpenn ma ranke, evel an eskibien all, touiñ sentiñ ouc’h al lezennoù nevez, e voe c’hoazh lamet digantañ e eskopti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.10

Her graet em eus, ha bremañ e teuan da gomz deoc’h eus ar pezh a zo c’hoarvezet e Kastell, e Lesneven, hag er parrezioù all dre bevar c’horn ar vro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.154

N’em eus ket a c’hoant da lavaret deoc’h ar pezh a reas pep hini ac’hanomp, re am befe da ober ; evelato e rankan kontañ deoc’h ar pezh a reas un tammig martolod diwar-dro Pempoull, e Kastell.

1877
Daveenn : EKG.I. p.299

Kastell-Paol ha Landreger

1877
Daveenn : EKG.I. p.1

Evel am eus lavaret deoc’h, ur guchenn vat ac’hanomp a yoa aet da ambroug Canclaux betek Kervoruz, e kichen Kastell.

1878
Daveenn : EKG.II p.1

Glaoda vihan a voe kaset d'ar skol da Vontroulez, da di ar Breudeur : war e zaouzek vloaz, e voe lakaet war al latin e Kloerdi Kastell-Paol.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Kimiadiñ a ris diouzh ar Mestr, stad ennon gant ar pezh am boa gwelet ha klevet, hag e ruilhis war hent Kastell ha Rosko.

1944
Daveenn : EURW.1 p.93

Yen-daonet e oa, pa lavaran, o vezañ ma lovee tro-war-dro en donvor ur bern skorngrec’hioù, darn diouto ken uhel, dimp da welout hag ar C’hreiz-kêr e Kastell-Paol, ha gant ar c’hast avel a rae, tu ebet ne gavjomp ar mintin-se da seniñ d’ar Saozon nag ar God save the king nag ar Marseillaise, rak kerkent ha ni o paourantiñ war ar pont, skornañ a reas an eoul hag an dour e ribouleroù ar binvioù kouevr.

1954
Daveenn : VAZA p.105

Tour iliz ar Folgoad - unan all eus ilizoù hollgaret an dug Yann V -, hag a oa mennet sevel anezhañ diouzh patrom tourioù iliz-veur Kastell da zigentañ, a voe cheñchet an tres anezhañ da zegas patromoù deuet war-wel ouzh tourioù Kemper : kurunennet e voe gant garidoù diavaez dindan ar beg-tour evel e penniliz Kernev ha diwar he skouer ivez e voe gwisket kornioù an tour gant skoazennoù pikernek kement ha diaraogiñ fuadenn piramidenn ar beg-tour.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 18

Menegiñ a ranker abati Boporzh, nevioù ilizoù-meur Dol ha Kastell ma vleugn ar goteg war an ton bras.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 9

[...] bihan eo iliz-veur Kemper, diouzh muzul ar pep brasañ eus ilizoù kempred Europa. Kaeroc'h 'zo, nebeut a zibrad 'zo dezhi en diabarzh. Hag hi uhelikoc'h eget he c'henseurtezed a Vreizh, n'eus etre begel ar volz uhelañ hag al leur, nemet ugent metr (evel e Dol, met n'eus ken triwec'h metr e Landreger ha c'hwezek e Kastell-Paol).

2013
Daveenn : LLMM niv. 399 p. 5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial