Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Trl. DINDAN GAZEL-GE. 1. Lenn. Dalc'het gant ur veli hud a laka an den difiñv pe dic'houest d'ober udb. anezhañ e-unan. Lakaet e voe ar briñsez dindan gazel-ge gant ar sorserez. Bez' edo dindan gazel-ge ur ramz euzhus. 2. Dindan beli (ub. pe udb.). Honnezh a oa dindan gazel-ge gant he gwaz.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Ar re gozh a lavar penaos an Dukez Anna a zo eno koachet dindan « gazel ge », hag an hini he zizoloio hag he tenno ac’hane, a [z]euio d’ar gêr pinvidik-mor.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

Ur pagan, ya, ur pagan en deus prenet ar chapel hag ar feunteun, en pehini emañ (goût a rit an dra-se koulz ha me) bac’het, stlejet dindan gazel-ge, an Dukez Anna gant he holl zeñzorioù.

1925
Référence : BILZ2 p.134

Graet he doa Palmira ar mousc'hoarzh-se, a lakae ar breur Arturo, war un dro gant c'hwez [sic, c'hwezh] gwrezus ha frondus ar vaouez, dindan gazel-ge.

1949
Référence : SIZH p.56

Disent vil diouzh Hon Tad Santel, / D'an Nasion, ar gozh trantell, / E touis fealded dre le / Ha me disamm a gazel-ge.

1960
Référence : PETO p62

Moarvat e vijen bet chomet eno hep mui kredout flach, ken na vije deut un aezhennig da derriñ ar gazel-ge.

1985
Référence : DGBD p84

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux