Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.
Koulskoude, e krede din e oa ar c’hizhier loened fin, mes e pep gouenn e vez kavet, emichañs, loened sotoc’h eget ar re all, hag, e feson, hemañ a oa unan anezho.
Mes ar c’hazh — an targazh, peogwir e oa un targazh — ne oa ket marv ; pell ac’hano, ha kerkent ha ma c’hellas kaout un tammig anal e krogas d’ober : miaou ! miaou ! ma oa un druez selaou anezhañ.
Ar c’hi a zo o redek louarn pe o redek gad, hag ar c’hazh o logota.
Douget on bet a-viskoazh da garout al loened, ha forzh pelec'h e tegouezhas din bevañ, e Breizh, e Rusia, e Polonia, en Aljeria pe e Bro-C'hall, dalc'hmat ez eus bet e[n]-dro din daou pe dri gazh da vihanañ, ur c'hi hag un evn bennak, ha war a gredan erru-mat on ivez gant va breudeur daoudroadek pe bevarzroadek.
« Alo ’ta, a soñjen, hervez ma kred d’an oristal-mañ, n’en deus an Impalaer, nag e wreg, nag e vugale, nag e gi, nag e gazh aon ebet da gaout rak Karl Tremeilh ! »
Sellit ouzh ar chas hag ar c’hizhier, na pegen tomm eo o c’hrev ! daoust ha gwelet ho pefe ur c’hazh bennak en druilhoù ?
Hogen, e-keit ma vezent oc’h ober o c’hazh gleb en-dro din, ec’h intenten kement-mañ dindan o c’homzoù flour : « Sav da reor alese, mabig, ha kerzh buan gant da hent, rak n’eo ket evidout am eus tommet va forn na poazhet va forniad ! »
Logod a red er c'hrignol a-us d'ho kwele. Karout a rafec'h bezañ kazh.
Hag ar roudoù-se o tennañ da re ur c'hazh bras ?
Hogen un torrad kizhier bihan a oa bet dineizhiet ivez en ur c'horn bennak.
Ar pezh a laka an implij anezhañ da vezañ displijus eo e vez ur flaer spontus gant ar c'hoad keit ha na vez ket sec'h-mat, evel ma vije bet ur vandenn gizhier oc'h ober o ezhommoù e-lec'h ma vez lakaet.
Evel-se e finvezimp-holl. Marteze ne lakaimp ket termen d'hon buhez met delc'her a raimp da dreiñ ar c'hazh dre e lost, ne c'hellimp ket en em zizleañ, serriñ a raimp hon stalioù ha n'hor bo ket peadra da zebriñ na da lakaat hon bugale war ar studi.
Kompren ha kendrueziñ a ran met divanet lip on hag ar soñj e rankin ober ma c'hazh gleb e-pad div eur a zo dreist ma maner.
Mots précédents
Mots suivants
kazh-banal