Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. A. (en egor) War un hevelep hed diouzh ub. pe udb. N'emañ ket Brest ha Roazhon keit-ha-keit diouzh Kemper. B. (en amzer) 1. Ken pell ha ken pell. Keit-ha-keit omp bet oc'h ober hon tro. 2. Keit-ha-keit all : forzh pegeit amzer. Lod a vez keit-ha-keit all oc'h ober o labour. Chomit keit-ha-keit all c'hoazh. C. Dre skeud. 1. Kevatal a-fet gwir, nerzh, h.a. Keit-ha-keit eo bet lakaet an dud gant al lezenn. 2. (db. ar sportoù) Gant an hevelep niver a boentoù. Keit-ha-keit emañ an div gevrenn. DHS. rampo. 3. Kement-ha-kement. O c'haret a ran keit-ha-keit. II. Doar./Stn. Ken hir ha ken hir. Div vazh keit-ha-keit am eus ezhomm. An div fun-se zo keit-ha-keit.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

keit-ha-keit

1909
Référence : BROU p. 212 (d'égale longueur)

Er c’hentañ kantved goude H.S., enskrivadurioù a-berzh renerezh-bro, koulz lavaret, evel deiziadur arem Coligny, a laka anat e oa manet ar c’heltieg e Galia yezh ar renkadoù uhelañ hag e kerzhe c’hoazh keit-ha-keit gant al latin.

1923
Référence : SKET p.10

Gant ur bastellig distaget diouzh ar rann eus Aedobitus o vevenniñ Vindobitus, e reas Guton, e derou an Amzer, un dolzenn gelc’hiek a voe lakaet gantañ e-kreiz Vindobitus, hanter-hent, keit-ha-keit all etre Aedobitus ha Nemobitus.

1923
Référence : SKET p.28

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux